Haiskrivmiz : miz ar varzhoniezh war ar rouedad
02/03 /17

Haiskrivmiz : miz ar varzhoniezh war ar rouedad

D’ho pluennoù ! Bemdez e-pad ur miz, betek an 31 a viz Meurzh e vo degemeret haiku war an tem roet deoc’h bep mintin.

 
An trede bloavezh eo. ‘Bloaz paseet un daouzek bennak a skriverien a gase haiku war an 31 ger a oa bet kaset dezho. Gant ma vint niverus ar bloaz-mañ evit aloubiñ ar web gant keleier mat ha gerioù e dilhad Sul gant an haiku nevez skrivet !
D’ar c’hentañ a viz Meurzh : al ludu  ;  D’an 2 aviz Meurzh : Buan
ar bajenn evit kas ho haiku ha lenn anezho : (voir le site)

 

 

Haiwrimo – Haiskrivmiz 2016 (haiku kentañ)  01 03 2016

E-touez ar geot
loenedigoù a bep seurt
saout o taskiriat.
Kirill Giraudon

 

Ur palenn war ar geot
Buoc’hig-Doue
O redek war ma c’hroc’hen.
Gwenvred Latimier-Kervella

 

Geotenn ar werc’hez
levr kozh Jakez Riou
poultrenn hag awen.
Milena Krebs

 

Tamm-ha-tamm e teu
ar geot lentik ha tener
en nevez-amzer.
Regine Guillamot

 

E-kreiz geot ar c’hleuz
e tihun lentik
promesa an hañv.
M.Ewen

 

 

 

02 03 2016

Kamp repuidi
daeroù c’hwerv ar bugel
o ouelañ d’ e vamm.
Kirill Giraudon

 

Heol el liorzh
blaz c’hwerv war an teod
mat e vo ar chistr.
Milena Krebs

 

Pegen mantrus eo
darvoudoù c’hwerv er bed holl
en nevez-amzer.
Regine Guillemot

 

War taol ar gegin
Ma banne sitroñs tomm,
C’hwervoc’h heol miz Meurzh
Annaig K

 

Ar goañv o pellaat,
aet he c’haredig ac’hann,
c’hwerv he soñjoù.
Isabel Araujo

 

Difoupet an naer
diouzh he zoull klouar –
eñvorioù c’hwerv.
M.Ew.

 

C’hoant pellgomz d’am mamm-gozh
blaz c’hwerv ar wirionez
ma-unan on bremañ.
Gwenvred L.