Evit ma chomfe garanet en eñvorioù…
27/03 /17

Evit ma chomfe garanet en eñvorioù…

Abaoe un tamm muioc’h eget bloaz hanter ‘zo deus ar Gevredigezh « Breizh 5/5 »  ha 31 gumun o deus staliet war-dro 110 panell, ha reoù all o tont.

 

 

Evit pezh a-sell ouzh ar bed sevenadurel, ur bern Tiez ar Vro, kevredigezhioù a bep seurt, festivalioù, lec’hiennoù hag all, o deus savet kenemglevioù gant ar gevredigezh « Breizh 5/5 » evit diskouez ez int a-du gant Breizh 5 departamant, gant Liger-Atlantel enni. Ha se gant a-bep seurt doareoù, logo « Breizh 5/5 » war o lec’hienn, plakennoù, pegsunioù… Kavet ‘vez ur bern tud ivez er bed ekonomikel, embregerezhioù a bep seurt: war-dro al liorzhoù, stalioù boued, micherioù ar yec’hed, artizaned, kenwerzhourien. E-touez ar stalioù-se ‘vez kavet da skouer hini « Naoned » e anv, ur stal ober lunedoù gant bezhin, e Naoned. Gwelet ‘zo bet anezho e saloñs ar bed, e « Micherioù ar gweled », o lakaat brav war-wel  war o stand logo « Breizh 5/5 ». Deus tu ar brudañ, ‘vez kavet muioc’h-muiañ a lec’hiennoù a bep seurt war internet.

p.3 BZH 5:5 photo-montage 2

Ar raktres Maen-Sonn “Breizh 5/5” e Traonienn ar Sent

 

Maen-Sonn

E fin miz Genver ‘zo bet aozet ivez an “emgavioù Breizh 5/5″ kentañ e Pondi, asambles gant ar c’humunioù Breizh 5/5 hag ar bed ekonomikel er 5 departamant, gant sikour  « Produet e Breizh ». Un emgav renet gant Jakez Bernard evit klask sevel un dra bennak talvoudus asambles. Pep hini a zeue gant ur prof pe ur c’hinnig a-benn sikour ar c’humunioù Breizh 5/5: produioù war ar boued, asurañsoù, sikourioù brudañ war internet evit koñversanted kreiz kêr, diorren padus…

Savet ‘zo bet ivez e-kichen-se, ur raktres maen-sonn « Breizh 5/5 » a vo staliet e  « Traonienn an Sent » e Karnoed. Profet ‘eo bet ar maen gant ar gevredigezh « Traonienn ar Sent » hag emañ kevredigezh « Breizh 5/5 » o klask 2 000 € a chom dezhi da baeañ evit ar c’hizeller hag al labour staliañ ar maen-sonn war al lec’h. Tost da 1 500 € ‘zo bet profet gant tud ‘zo evit  poent. D’ar re a fell dezho sikour ar raktres, e kinniger mont e darempred gant ar gevredigezh

 

 

www.breizh5sur5.bzh

contact@breizh5sur5.bzh