Diwan Gwitalmeze Traoù bet livet, traoù da lidañ

p.3 Diwan Gwital

D’ar Gwener 4 e oa bet diskouezet da gerent skol Diwan Gwitalmeze al livadenn-voger kaset da benn gant ar skolidi. Ar raktres-se n’eo nemet unan e-touez ar re raktreset gant ar skol Diwan goshañ evit lidañ he 40 vloaz, d’an 20 hag 21 a viz Mae.

 

 

Kroget e oa bet al livadenn vras-se abaoe miz Genver ha pep hini eus ar 65 skoliad o deus kemeret perzh evit kas anezhi da benn. Zoken ar re vihanañ er skol-vamm ! D’ar gwener e oa bet pedet ar gerent da zont abretoc’h evit dizoloeiñ disoc’h al labour ; gouel ‘zo bet, zoken, rak daleet e oa bet Meurlarjez evit lakaat ton d’ar souezhadenn. Plijadur a zo bet koulz gant ar gerent da welet pratell ar skol kinklet ken cheuc’h ha gant ar vugale da ziskouez dezho munud-mañ-munud bet graet ganto !

Ar raktres kinklañ bras kentañ bet kaset da benn eo al livadenn-se, abaoe ma oa bet dilojet ar skol tostoc’h eus ar bourk. Peadra, eta, d’ar vugale da berc’henniñ un tammig gwelloc’h o forzh, dreist-holl p’eo tem al livadenn kontadennoù anavezet ganto. Ar c’hontadennoù eo a vo ivez tem ar pezhioù-c’hoari kinniget ganto e-pad deiz-ha-bloaz ar skol, d’ar sul 21 a viz Mae.

 

 

Ur gouel da zont

Gouel deiz-ha-bloaz ar skol a lidet d’an 20 hag 21 a viz Mae, o kregiñ d’ar Sadorn 20 e Lambaol-Gwitalmeze, lec’h ma oa ganet ar skol, 40 vloaz ‘zo dija. Pred a vo aozet du-se ha baleadennoù da heul. Mont war roudoù ar skol a raio ar gouel evit en em gavout e Gwitalmeze. Da 6e d’abardaez, d’ar sadorn, e vo digoradur ofisiel ar gouel, e sal liesimplij Gwitalmeze. Ur pred koan hag ur fest-noz a vo aozet neuze. Prantadoù leurenn-zigor a vo aozet d’ar mare-se ha kanaouennoù a vo kinniget gant ar vugale.

D’ar sul 21 a viz Mae, adal 2e, e vo kinniget, en Arcadie (Gwitalmeze), pezhioù-c’hoari e brezhoneg gant ar vugale, disoc’h ur c’henlabour gant strollad Ar Vro Bagan.

Chom a ra plas c’hoazh evit kemer perzh el leurenn-zigor. D’en ober, kasit ho anv, chomlec’h mail, natur hoc’h abadenn, he fadelezh, niver an dud o kemer perzh, a-raok fin miz Meurzh. da :

skol.gwitalmeze@diwan.bzh