Ar gounid koko Pempoull en arvar
06/03 /17

Ar gounid koko Pempoull en arvar

p.4 Koko Pempoull

Er park o tidoueziañ ar c’hoko

Diwar goulenn ar CGT, heuliet gant sindikadoù all (Cfdt ha Cfe-Cgc), emañ an Dirrecct* o klask kemmañ an doare goprañ ar dastumerien koko. Abaoe 1992 e vez gopret 0,47€/ kilo an dibluerien  – anvet evel-se diwar an doare tennañ klorennoù koko heñvel ouzh an doare da dibluiñ ur yar – diouzh ar c’hementad koko dastumet gante.

 

Warlene zo bet gouestlet  2000 devezh-arat douar d’ar gounid koko gant 200 menajer bennak e Treger ha Gouelo, kement-mañ evit ur c’hengreadur** a 9 M €. Bep bloaz e vez etre 2000 ha 2 500 den o tastum koko,  lod leun amzer, lod all diouzh an amzer a zo gante. 3,6M € a c’hopr a vez rannet kenetreze. Betek-henn e veze paeet an dibluer diouzh e labour: Lod a zo barrek da zastum betek 250 / 300 kilo a goko en un devezh, lod all kalz nebeutoc’h dre n’int ket ken barrek pe dre ma ne reont ket devezhioù a-bezh. Evit ar sindikadoù gall (Cgt Cfdt..) eo ret  goprañ an holl zastumerien d’ar Smic, barrek pe get, efedus pe get… Da lavarout ne vo den ebet dedennet ken gant seurt labour, nemet vefe ar re n’int ket evit strivañ. Devezhierien o tont eus broioù ar reter (Polonia, Roumania, Bulgaria..) a zeu da zastum koko evit ober arc’hant hag ur wech echuet gante ar maread e tistroont d’o bro. Evit tud ar vro eo un digarez d’ober un tamm arc’hant ouzhpenn : ar studierien, dezho da gaout un tamm arc’hant evit ar bloavezh skol o tont, retredidi zo dezho da leuniañ ar mazout evit ar goañv, devezhourien war al labour-douar da gaout tri pe pevar miz labour, tud dilabour o c’hounit o zamm kreun… Gwir eo ne reer ket fortun gant ar c’hoko met sikour a ra, a galz, meur a hini skañv, ha tremen skañv, o yalc’h..

 

Digempouez

Betek-henn e kave pep hini e lod : ar c’hendalc’her a baee al labour graet, an dastumerien a oa dizalc’h gant o eurioù labourat. Met en arvar emañ ar c’hempouez-mañ hag ar bloaz-mañ, ma vez kemmet ar reolennoù, n’eo ket sur e vefe hadet c’hoazh kement a goko : un hanter nebeutoc’h hervez kendalc’herien zo, nebeutoc’h c’hoazh evit lod all, ha, war an dro,  nebeutoc’h a zastumerien, ar re-mañ dibabet diouzh o barregezh…

Ar stad c’hall, he sindikadoù, he frammoù (Direccte…), n’int ket evit chom gant un doare ober m’en em gave pep hini… Gwazh a-se evit ar re, stegn an traoù evite, ezhomm gante kaout un tamm arc’hant evit echuiñ ar miz…  3M € ha ne vint ket dasparzhet en ekonomiezh lec’hel !

 

Françoise Le Barasec’h

 

*Dirreccte : Direction régionale des entreprises du travail et de l’emploi

**chiffre d’affaires