webradio an tonioù breizhek
20/02 /17

webradio an tonioù breizhek

p.4 Canal Breizh copie

Da heul ar c’henlabour etre Tamm Kreiz ha Dastum zo bet savet ur radio nevez, Canal Breizh, ganti ar pal kinnig d’an dud tonioù breizhek diehan.

 

 

Gant ar radiooù all zo komzoù, atersadennoù ha kement zo. Ha sonerezh etre ar mareoù eskemm-mañ. Gant ar radio nevez-mañ, loc’het d’ar sadorn 21 a viz Genver ne vo nemet sonerezh Breizh. Deus 6 eur vintin da 9 eur noz e c’heller klevet kanaouennoù ha tonioù eus ar vro. Goude 9 eur e vez kentoc’h sonerezh ar strolladoù a glever er festoù-noz. Da 1 eur vintin, betek 6 eur eta, sonerezh diouzh an degouezh. Daoust ma ‘z int disheñvel un tamm – Tamm-Kreiz troet war ar sonerezh a-vremañ, Dastum war an tammoù hengounel – int deuet a-benn d’en em glevet evit paeañ asambles ar SACEM hag ar c’hevredigezhioù a warez an oberourien, evit prientiñ abadennoù play-list a-drugarez da skipailhoù tud a-youl-vat. “Ur stok bras hon eus, 1 700 pladenn, 15 000 tamm sonerezh” a zispleg Gwenn Drapier, e Dastum Roazhon. Evit ar poent e konter ouzhpenn 1000 den o selaou Canal Breizh bemdez (www.canalbreizh.bzh).

Ne vo ket kavet amañ danvez d’ober kevezerezh gant ar radio-où brezhonek all dre ma ne vez nemet sonerezh. Padal e vo aesaet buhez ar re a blij dezho sonerezh pe sonerezh. A-drugarez da dTamm-Kreiz e vo titouret an dud, o lâret dezho war al load ha war ar prim e peseurt fest-noz e c’hellint adkavout o arzourien muiañ-karet.