Taol lañs
27/02 /17

Taol lañs

p.4 CoopKengo

Romain Sponnagel ha rener Kengo

Da heul un emglev etre Coop Breizh ha Kengo e vez kinniget d’an holl strolladoù, forzh peseurt sonerezh ha forzh peseurt yezh a vefe ganto, kemer perzh en ur genstrivadeg, hec’h anv Taol-lañs.

 

Betek fin miz C’hwevrer e c’hell an holl strolladoù en em lakaat war ar renk, gant ma vint o chom e Breizh. E derou miz Meurzh e vo dibabet ar strolladoù, gant dileuridi eus Kengo, eus Coop Breizh, gant paeron ar c’houlzad. Bez’ e rankint goude, e Meurzh hag Ebrel, dastum arc’hant tro-dro dezho, 3 000 €. Met adalek 70 % eus ar sammad e vo kemeret e kont o goulenn. D’ar re a vo dilennet e vo profet talvoudegezh 3500-4000€ dre embann 200 CD – un EP gant 3-4 zitl – evit ma c’hellfe ar strolladoù-se kas anezho a-zehou hag a-gleiz, a-benn ober o bruderezh. Kengo a gemero e karg ar c’hehentiñ – dre ar rouedadoù sokial dreist-holl – Coop Breizh ar fardañ pladennoù. “Koustañ a raio deomp, anat. Met ar priz eo da baeañ evit ma vefe lañset strolladoù yaouank a vo war al leurennoù a-benn 5-10 vloaz.” eme Romain Sponnagel evit Coop Breizh. Evit en em bakañ emañ an embanner pladennoù e soñj embann ur “c’hompil” e fin ar bloaz.

 

www.kengo.bzh/letremplin