Priz an amann en e uhelañ
20/02 /17

Priz an amann en e uhelañ

p.1 AmannEl lagenn emañ ar genderc’herien laezh. Paeet e vez dezho 280€ an donenn laezh pa goust dezho 350. Daoust da se emañ priz ar poultr-laezh o vont war gresk evel hini an amann. 

 

 

E miz Mae 2016 e vije gwerzhet 2 600 € an donenn amann, e miz Here 3 500 € hag e miz Genver 2017 4 500 € … Priz gwerzhañ ar poultr-laezh a zo aet ivez war gresk a 60 % e-korf ar bloavezh tremenet evit tizhout 3 300 $ an deiz hirie. Met n’eo ket aet priz al laezh d’ar broduerien war gresk evit-se.

Betek-henn ne oa ket kement-se a glask war an amann ha naoz al laezh a zo aet gant saout dibabet evit ma vefe an nebeutañ posubl a druzoni (koac’henn) gant al laezh, evitañ da vezañ poultrennet pe  boniet ma veze re outañ (er poultr-laezh n’ez eus ket a goac’henn ).

 

 

Amann war-grec’h, laezh war-draoñ

Abaoe ne implijer ket eoul palmez ken eo deuet en-dro greanterezh ar boued  gant  druzonioù-loened, o tilezel an druzonioù-plant. War an dro en holl vroioù produerien laezh ar bed – Zeland Nevez, Chili, Aostralia pe Breizh – eo aet priz an amann war grec’h da vat.  Aet eo war draoñ ivez kementad al laezh produet er broioù-mañ. Pratikoù nevez zo ivez evit ar poultr-laezh : Sina, evel-just, met ivez India  ha broioù ar petrol, arc’hant nevez gante abaoe m’eo aet war gresk priz ar eoul-maen, evel Aljeria. E Breizh e vez lakaet diaes ar stalioù a implij kalz a amann evit fardañ gwastilli ha kouignoù dreist-holl. Evit ar poent n’o deus ket kresket o frizioù… Met ma pad an traoù e vo ret dezho en ober. Ar re denn a gounid en afer eo ar stalioù bras,  gwerzh uhel gante ha nebeut, pe netra, d’ar gendarc’herien-laezh.  Deuet eo an danvez-boued da vezañ ur marc’hadourezh evel houarn, aluminiom pe uraniom, prizet er yac’h  gant ur pal nemetken, ober arc’hant.

E penn kentañ an 20vet kantved e vije ur rimadell  e Treger “Evit mont d’ar marc’had e Landreger, tren bihan Kêr-Roc’h a ra : amann ha vioù, amann ha vioù, amann ha vioù.. Pa teu en-dro e ra : Sukr ha kafe, sukr ha kafe, sukr ha kafe… Da lavarout hon eus da eskemm gant broioù all, hervez hon ezhommoù hag o re… Gant ma tenno pep hini e vad eus an eskemm.

 

 

Françoise Le Barasec’h

 

Dindan sin gouennoù en arvar

Ar bloaz-mañ eo « Fine » ur vuoc’h brizh-du o tont eus Bro Redon hag a vo skeudenn saloñs al labour-douar, e Pariz etre ar 25/2 hag ar 5/3.

 

p.3 Bretone Pie NoirFineGwenn ha du  eo “Fine”, 450 kg, o tont eus al Liger Atlantel. Brudet eo ar vuoc’h evit gouzout ar pezh a fell dezhi, hervez he menajer, Cedric Briand, kenlabourer gant daou saver all, Mathieu Hamon hag Herve Mérand.

En arvar da vont da get emañ ar saout brizh-du. Ne chome dioute nemet 500  loen un nebeud amzer zo, pa gonted 700 000 er bloavezh 1900, 15 000 e 1975. Diaes e oa d’ar ouenn derc’hel penn pa oa gouennoù all o produiñ muioc’h a laezh.

 

Atantoù bihan

An deiz hirie ez eus 2000 oute e ti 400 peizant, en o zouez ur 50 anezho o sevel nemet loened ar ouenn-se. Daoust dezhi bezañ bihan – 1m17 evit 450kg, dre vras – e vez ganti laezh a berzhded dreist, tu gantañ ober fourmaj. Brudet eo he c’hig ivez.  « Fine » a zo savet en ur Gaec a 40 penn-buoc’h enni, e Bro Redon, e Plesei, ma vez gwerzhet war-eeun kenderc’hadoù ar menaj : fourmaj, amann, koac’henn, ha « gwell » un doare laezh goet o tont nemet ken eus saout brizh-du.

Gaec « Fine » a gemer perzh en un Amap evel ma ra ar braz eus saverien saout brizh-du ar vro : rouedadoù berr, gwerzh war-eeun, treuzfurmiñ ar produoù war al lec’h.