Penaos sevel kleuzioù
20/02 /17

Penaos sevel kleuzioù

Anavezet eo Mikael Madeg evit e enklaskoù war ar brezhoneg hag e levrioù. Met er bloavezhioù 80, pa oa nevezig deuet da vevañ en ti savet e korn ur park, e Sant Tonan, setu ma oa deuet da vezañ anavezet  e-giz saver kleuzioù.

 

 

Bremañ pa ‘z eus aozadurioù ha strollegezhioù dedennet da lakaat ober kleuzioù evit mirout ouzh an dourioù-beuz pe da wellaat kalite an dour ec’h anzav Mikael Madeg e oa pell eus ar seurt preder d’ar poent-se. “Evit  bevennañ an daou zevezh-arat hag a oa deomp, an ti warnañ pelloc’h, e oa hepken.” emezañ. Kroget en doa gant daou gleuz ha goude en doa graet reoù all, 10 anezho etre tout, 500 metr hed anezho a-benn ar fin. Pa ne vezent ket graet solut a-walc’h gantañ da gentañ, setu eñ oc’h ober enklaskoù, ha goude-se o kinnig stajoù d’an neb en doa c’hoant deskiñ kleuziat.  Ken a oa bet savet gantañ ul levr  “Kleuziad ha kaea” bet embannet gant Emgleo Breiz e 1992. Da heul e oa ur c’hasedigad enrolladennoù e brezhoneg, pep tra oc’h ober un niverenn eus an dastumad “Marvaillou”. E-pad 3 bloaz e z eus  bet kalz a lavig – betek 300 den a oa bet en e “skol gleuziat” – tro-dro d’ar c’hleuzioù, edod oc’h ober e Kêredol. Bez’ en doa bet tro ivez goude-se da ren al labour ober kleuzioù un dek gwech bennak e lec’h all : Lesneven, e kêr-Vrest, e Kerlaz, e lise labour-douar Pondi zoken… “Peurvuiañ e teue unan bennak betek du-mañ, da ober un tammig deskiñ da gentañ ha, da welet penaos e vije sevenet al labour el lec’hioù-se”.

 

 

p.11 Manuel

Manuel de construction de talus. Gant Mikael Madeg.    Emb. gant Yoran Embanner 160 pajenn.    13€

Ul levr nevez

3-4 bloaz zo en doa graet e soñj sevel ul levr nevez, e galleg hemañ, hag a  vefe anezhañ alioù pleustrek da biv bennak en dije c’hoant deskiñ diazezoù ar vicher kleuziat. Pep tra a zo displeget e-barzh, poent goude poent : da be poent  ober, penaos, pegement a zouar, ar plas eo dav kaout, ober ur foz  pe get, pegeit ez eus ezomm met ivez a belec’h pourchas douar ha gwez da lakaat war ar c’hleuzioù goude-se. “N’em eus prenet netra, e fin ar gont, nemet ar forc’h-kleuziat er penn kentañ. Trawalc’h eo goulenn douar gant ar re o deus da reiñ, ha p’eo peurchraet ar c’hleuz klask plant bihan da biketañ.” emezañ.

Skeudennoù, tresadennoù, poltridi a zo bet lakaet el levr evit ma vefe sklaeroc’h ar gentel.

Berr eo ar pennadoù. Ur wech lennet gant an-unan ur seurt levr ne chom nemet kaout bolontez, ha douar a-walc’h, evit kregiñ e-barzh ha deskiñ eo a-bouez ar “stamp”, e-touez ar mod da sevel an douar d’ober ur c’hleuz, dezhañ e tro 70 ha 80°a serzhded.