Mell-droad : E-leizh a zerbioù !

Bep sizhun ‘zo bet eus un derbi breizhat abaoe m’eo bet adkroget gant al lig 1, teir sizhun ‘zo. Kaoz oa bet diwar-benn ar c’hrogad etre An Oriant ha Gwengamp. Lakaet ‘vo ar gaoz ar wech-mañ war ar c’hrogad etre Gwengamp ha Roazhon, hag hini Roazhon a-enep da Naoned.

 

 

D’ar Sadorn 21 a viz Genver e oa c’hoariet an derbi etre Gwengamp ha Roazhon. An daou skipailh breizhat gwellañ er c’houlzad-mañ. Ha plijus eo bet ar c’hrogad ! Goude bezañ tapet ur skouarnad a-enep d’ An Oriant ha daoust ma ne zeue ket an traoù ken brav ganto abaoe un nebeud krogadoù, o deus gellet paotred Gwengamp diskouez ne oant ket gwerzhet c’hoazh. Deuet eo brav ar c’hoari a-stroll en-dro ganto. Ha solut an difenn en-dro ivez ! Gant Roazhon eo bet diaesoc’h un tamm. C’hwitet o deus an hanterenn gentañ, ha tapet ur pal ganto.
Krenet o deus mogerioù gwiskva Roazhon, sur, da vare an troc’h ! Trawalc’h da reiñ startijenn en-dro da skipailh Il-ha-Gwilen. Un nebeud munutennoù goude m’he defe kroget an eil hanterenn e plante Yoann Gourcuff ur pal eus ar re vravañ tout. Solut a-walc’h e chomas skipailh Roazhon evit mirout ar rampo, daoust ha m’en doa unan outo tapet ur c’hartoñs ruz.
Goude ar c’hrogad-mañ, ‘benn ar fin, e seblante an daou skipailh Ruz-ha-Du bezañ, tamm-pe-damm,  a-live an eil gant egile. M’eo bravoc’h un tamm ar c’hoari a-stroll gant Gwengamp, e kaver c’hoarierien a-feson e Roazhon. Reoù gouest da cheñch penn d’ar vazh gant o zalant dezho o-unan. N’eo ket dre zegouezh e vefe an daou skipailh-se o c’henstrivañ e penn-uhelañ renkadur al Lig 1.

 
Roazhon Vs Naoned
D’ar Sadorn 28 a viz Genver e oa c’hoariet derbi breizhat ar reter etre Roazhon ha Naoned. Gant ar Ganaried ez a kalz gwelloc’h an traoù abaoe m’eo bet cheñchet ar gourdoner e penn ar skipailh. Hep mar ebet ez eus bet muioc’h a zigarezioù-merkañ gant paotred al Liger-Atlantel, pa ‘z eo bet dav gortoz pelloc’h eget ar 70vet mn evit gwelet kentañ tenn sterniet Roazhoniz.
Ma ne oa ket ar Ganaried barrekoc’h, da vat, eget re Roazhon e oa poellek a-walc’h e vefent e penn ar c’hrogad e fin an hanterenn gentañ (0-1). Goude an troc’h e klaske Roazhon mont muioc’h war-raok, met chom a raent diefedus. Un nozvezh eus ar re sioulañ evit Dupé, diwaller evit Naoned. Er c’hontrol, n’eo ket bet pell paotred Naoned da blantañ un eil pal. Met tremen a rae ar volotenn just e-bioù peul ar pal.
Daoust d’ar startijenn o doa lakaet an daou skipailh war an dachenn eo bet un druez ar c’hrogad a-fed c’hoari. Re a fazioù teknik a oa, dreist-holl gant Roazhon. Met ‘benn ar fin eo Naoned a zo bet tapet fall ! Diwar seurt fazi e kollas diwaller Naoned ar volotenn e fin tout ar c’hrogad (87vet mn) ha Joris Gnagnon da blantañ pal ar rampo evit Roazhon. Ur gwir vurzhud !
Ne chomo ket ar c’hrogad-mañ en Istor, ha – souezhusat tra – ne oa ket leun-tenn tribunelloù ar Roazhon Park.
Kontet ‘zo bet un 20 000 bennak a dud pa c’hell ar stad degemer tost 30 000. Lugernet o deus skorerien Roazhon o kinnig un tifo eus ar re vravañ e penn-kentañ ar c’hrogad. Diwar tem ar Western e oa savet, sonerezh Ennio morricone a-vouezh-penn er stad. Ha skrivet a-hed un dribunell a-bezh “Le Derby de L’Ouest”… Daoust hag-eñ e oa an doare speredekañ da ginnig an derbi breizhat… Pep hini a raio e soñj !

p.5 Tifo SRFC FCN Genver 2017

Tifo skorerien Roazhon da geñver ar c’hrogad a-enep da Naoned…