Lakaat an treuzkemm e pleustr e Kraozon

p.11 cabanadon_19nov2016 chenchet

Lochenn ar roadennoù…

Bloaz ‘zo e oa krouet e gourenez Kraozon ar c’henstroll “Presqu’ile en transition.” C’hoant ganto cheñch doareoù ober ur 17 000 bennak a dud !

 

 

E-touez ar 17 000 bennak a annezidi a gaver e gourenez Kraozon e kaver tri anezho, mignoned, ha troet an holl war an ekologiezh. Dre forzh en em vodañ asambles, dre forzh magañ o freder, eo deuet anat dezho e rankent mont pelloc’h eget ar pezh a raent. Betek-henn e rae pep hini e draoù deus e du, en e di, en e liorzh… Emskiantek ma oant holl eus ar c’hleñvedoù a zo o krignañ an endro kement hag ar gevredigezh. Erru e oa poent hervezo strollañ an nerzhioù hag ar mennozhioù evit lakaat gourenez Kraozon da vont gant an treuzkemm. Aesoc’h eo bet dont da vezañ “emskiant” abalamour m’emaint o chom en ur seurt “bedig-bed” sac’het warnañ e-unan un tamm, hini Gourenez Kraozon, ha neuze ken aes eo bet divizout mont dreist an obererezhioù hiniennel, hervezo.

 

 

Reiñ, rannañ…

Ma ne oant nemet tri o reiñ lañs d’ar c’henstroll, e teuent da vezañ un dek bennak a dud buan-tre. Ganto tri chanter kentañ. Talvezout a rae an hini kentañ da sevel ul “lochenn ar roadennoù.” Dindan 6 miz e savent unan e Kraozon. Enni e c’hell an dud leuskel an dafar na vez ket implijet ganto ken, met traoù a c’hellfe servij d’unan all…

Kaout ul liorzh da rannañ oa o eil pal. Dindan ar bloavezh kentañ e teuent a-benn da sevel daou, unan e Lañveog hag an eil e Kraozon, a-drugarez d’an tiez-kêr. Nepell emaint diouzh ar skolioù, hag int gevellet ouzh ar raktres, anat !

An trede chanter a dalveze da aesaat ar monedone er c’hourenez. Du-se eo treut ar c’hinnig a-fet treuzdougen a-stroll. Neuze o deus savet ar gevredigezh Octopouce hec’h anv. Ur servij etre ar c’hoari biz-meud hag ar c’henweturañ eo. “Kenweturañ diouzhtu” a vez graet eus ar servij-mañ. Asambles gant an tiez-kêr o deus dibabet lec’hioù resis, lec’h ma c’hell an dud gortoz e tremenfe unan bennak a-du da bakañ anezho da vont asambles gant an hent.

 

 

Birvilh !

Bloaz goude ma vefe bet krouet ar c’henstroll e konter un 60 bennak a dud o lakaat an obererezhioù da vont war-raok. Rak ne oa ket trawalc’h dezho chom nemet gant an tri chanter-mañ. A-drugarez d’ar c’henstroll eo bet savet ul lec’h “kenlabour” – “Co-Working” – e Kraozon. Krouet o deus un “hadaoueg” – “grainothèque” – gant ar pal eskemm hadoù. Mod-se, e c’hell an nep a gar leuskel pe kavout hadoù e levraouegoù Lañveog ha Kraozon. Da geñver an nevez-hañv, war ar memes tem, o doa aozet “kaozeadennoù louzaoua” gant ar gevredigezh Presqu’ile Horticulture. Ha bodet ganto kalzig a dud oc’h eskemm plantennoù, rekipeoù…

N’eo ket ar raktresoù a vank dezho ! A-hed ar bloaz e kinnigont atalieroù a bep seurt. E penn kentañ miz C’hwevrer e oa kinniget unan diwar-benn al Lavocyclette da skouer. Nevez ‘zo c’hoazh eo bet roet lañs d’un “arsellva ar mikroplastik” gant ar pal kartenniñ an elfennoù-se en traezhennoù.

Birviñ a ra ar c’henstroll, ha lañset-mat eo an treuzkemm e gourenez Kraozon !

 

 

Bep Sul kentañ ar miz en em vod ar c’henstroll e : Ti Kentañ, Route de Dinan, 29160 Kraozon

www.sharingarea.org