Kristian Ar Bras
06/02 /17

Kristian Ar Bras

Graet ho poa enrolladennoù tud gwechall. Petra a cheñchfec’h m’ho pije da adober anezho hiziv  ?
Lañset ‘moa ar projed “A-hed ar C’hantved” e 1998 ha krouet ar gevredigezh Blaz Produktion gant ar soñj reiñ ar gaoz da vrezhonegerien a-vihanik dre ar video. Reiñ amzer dezho da zisplegañ o soñjoù ha da furchal en o envorennoù, selaou anezho, klask tizhout ar pezh a ra dezho “fiñval”, ober eus pep kejadenn un degouezh plijadurus ha profitabl evit an daou du hag evit an deskerien. Ma vefe da adober, ne cheñchfen ket kalz a dra, nemet mont goustatoc’h c’hoazh ganti, aketusoc’h c’hoazh, ha spisoc’h ar goulennoù war poentoù zo.
(Dizale e vo ar fonds a-bezh — en tu all da 260 eurvezh — war lec’hienn Dastum, gant notennoù resis diwar-benn dalc’had an enrolladennoù.)

 

Petra a blij deoc’h ar muiañ, treiñ pe grouiñ ?
Treiñ pe skrivañ, a lavarfen, rak treiñ a zo krouiñ evidon. “An droidigezh an hini eo yezh Europa !” evel ma lâr Ecco, ha na pegen treut e vefe hon sevenadur ma vije chomet Cervantes, Shakespeare, Steinbeck pe Kafka trapet en o yezh orin ? Ha petra eo an 19 000 € roet gant ar Rannvro e 2015 d’ar raktres treiñ lennegel e-kichen an hanter milion bennak roet da gevredigezhioù zo !
Brasañ plijadur un troer a zo  gellout reiñ da anavezout skrivagnerien tost d’e galon, tud ha n’int ket gwall vrudet, ha lakaat anezho da vezañ dizoloet e brezhoneg. Ha kaout distro un nebeud tud dilikat goude zo un dra a-bouez ivez ! Reiñ da glevet o mouezh, o stil dezho, en un doare feal, dre un destenn vrezhonek reizh ha lennabl, brav ma c’heller ober. Chom umbl, gellout degemer alioù, rebechoù, en ur zerc’hel penn pa vez ret : frouezh da labour eo, dit-te ar ger diwezhañ. Ha gant ar vicher-c’hoar jubenniñ, tremen sklaer, anat ha feal d’an dud lavaroù ha ton mouezh un den.
Evit ar skrivañ, ‘pezh a blij din eo krouiñ tudennoù ha lakaat anezho da vev, sevel istorioù frammet prop, klask sachañ evezh an dud eus an eil penn d’egile, degas from dezho — ha din-me ivez.
Diaesterioù ? E-leizh ! Ar skoilh kentañ o vezañ ar yezh, rak evit al lodenn vrasañ ac’hanomp n’eo ket kempouez sac’had ar galleg hag hini ar brezhoneg, anat. Neuze e ranker gwiriañ diehan : “daoust ha reizh e son an dra-se ?”, furchal a-gleiz hag a-zehou a-benn kaout an droienn a zereo ar gwellañ, sellet ha n’eo ket bet treuzkomprenet un dra bennak en destenn orin, chom feal d’ar pezh a lavar an oberour.
En ur mod ez eo aesoc’h krouiñ da zanvez dit, peogwir out mestr warnañ. Ganin avat ez a goustad an traoù, sachet e vez ar yezh da heul an istor, ha n’eo ket ar c’hontrol. Rak an istor an hini eo a zo tad : gwirvoud an tudennoù, ton an divizoù, troiennoù an istor, punchline an dibenn. Ha derc’hel ar yezh plaen ha kompez, rak skrivañ a reer evit bezañ lennet, ket ?

 
Diwar peseurt yezh e kavit gwelloc’h treiñ e brezhoneg : galleg, saozneg, alamaneg ?

 

 

Lenn e brezhoneg, bep sizhun, a fell deoc’h ober ; Koumanantit !

http://keit-vimp-bev.info/fr/ya