Klask, evit kavout
20/02 /17

Klask, evit kavout

Katell Simon ha Tangi Ar Menn

Katell Simon ha Tangi Ar Menn

A-raok kavout eo ret klask. A-raok kavout ul levr e brezhoneg da brenañ eo ret bezañ war glask, ha mont da weladenniñ al lec’hienn klask.com.

 

 

 

Abaoe 2006 e ren Katell Simon war ur pezh-mell stal levrioù – 1200 titl, bet embannet gant 65 ti-embann – met gouest eo ivez da bourveziñ an dud a begsunioù, kartennoù hetoù…

Kerkent ha kaset ar gourc’hemenn dezhi e ra he seizh posupl – pakadiñ, mont d’an ti-post… -evit ma vefe kaset al levrioù d’ar pratik, forzh pelec’h e vefe o chom e Breizh, e Bro-C’hall, e Europa pe er bed a-bezh. “Un tamm stok am eus eus kement tra. Anavezout a ran kement embanner brezhoneg a zo e Breizh. An diaesañ a c’hell bezañ labourat gant tiez-embann bras, a Vro-C’hall.” emezi.

Ma vez gwerzhet muioc’h a begsunioù, e-liamm gant an darvoudoù, alies mat, e vez nebeutoc’h a c’houlenn war an DVD abaoe ma ra muioc’h an dud gant ar streaming.

 

 

A bep seurt

Disheñvel eo ar stal ouzh lec’hiennoù an embannerien rak kinnig a ra an holl broduioù, un arguzenn a bouez pa fell d’ur skol, da unan prenañ oberennoù produet gant stalioù disheñvel. “Ne vo ket dav d’ar pratik ober meur a c’hourc’hemenn. Arboellañ a raio ivez neuze war ar mizoù-kas.” emezi c’hoazh a-raok diskouez he freder war an uhel ma vez ar mizoù-kas-se. Disheñvel eo c’hoazh dre ma vez paeet war-eeun hep tremen dre Paypal, a zalc’h un  dregantad evit e servijoù, ha dre m’eo aes-tre ar resteurel, ken kaz e vefe ezhomm.

 

 

Doare nevez

N’ez a ket ar gwerzh war-raok gant Klask.com pa gresk an doare-se ober dre ar bed a-bezh. “Ne reomp ket trawalc’h a vruderezh.” a zispleg Katell Simon, daoust d’ar sirius ma vez meret. Div eur bemdez, ha zoken d’ar sul, e tremen-hi war he labour, a-youl-vat. Divizet o deus, hi ar verourez ha Tangi ar Menn, krouer al lec’hienn, e vefe adnavesaet homañ. Abaoe 2006 n’eo ket bet cheñchet morse. Daoust dezhi bezañ aozet mat a-benn respont da ezhommoù ar pratikoù, e santont mat eo dav kemer e kont an nevezintioù a zo bet abaoe, na pa vefe ar poellgomzerioù, kinnig al levrioù diviet pe dost, broudañ an dud da lenn…