Evit an ekonomiezh kengred

Abaoe 1983, e korn bro Pariz zo eus ar c’hluboù “Cigales.” Dav eo bet gortoz 87-88 evit gwelet anezho o tont betek Breizh.

 

 

E reter ar vro emaint ar stankañ. Er bloavezhioù 2008-2009 o deus krouet ur gevredigezh evit liammañ anezho ha reiñ lañs d’ar rouedad ha tutaet o implijadez kentañ, Stéphanie Morin. Fin 2014 e oa war-dro 90 klub e Breizh, nebeutoc’h hiziv an deiz, 76. “Evit padout 5 bloaz e vez krouet ur c’hlub, a c’hell padout 5 bloaz ouzhpenn evit kreñvaat an ekonomiezh lakaet da dalvezout. Ha kalz a zo bet savet un nebeud bloavezhioù tro-dro d’ar milioù-avel e Beganne hag e Liger Atlantel. Abaoe zo nebeutoc’h anezho.” eme Kevin Wauthier, implijet hanter-amzer e plas Julie Guenat, abaoe  3 miz. Staliet eo e Brest ha karget eo eus an teuliadoù a gaser da benn e kornôg Breizh, evel hini ar vilin-avel a vez kaoz sevel e bro Plougerne.

Reiñ lañs

Alies mat eo diaes d’an dud dedennet gant ur raktres disheñvel, war ar sikour tud zo, war an dachenn ar sokial pe war hini an energiezh da skouer, bezañ skoazellet gant an tiez-bank.  En ur c’hlub e vez bodet 5-20 ezel, pep hini o reiñ 10-80€ ar bloaz. Gant an arc’hant-se, a savo da 20% eus an ezhommoù, ez aint en-dro da welet an ti-bank. Ha seul aesoc’h a se da gavout un amprest ha da gas ar raktres daa benn. “Riskloù a zo gant seurt doare fiziañ, gwir, met alies n’eo ket adtapout an arc’hant ar preder kentañ a vez gant ar skoazellerien. Bez’ e c’hell raktresoù zo mont da goll, anat, hag int o koll o arc’hant.”  eme c’hoazh Kevin Wauthier. Disheñvel-mat e c’hell bezañ an eil raktres eus egile, dre an natur met ivez dre ar sammad a glasker tizhout.

Dedennus e kav ivez raktreserien zo kaout skoazell ur c’hlub dre ma ra ivez brud d’o raktres rak pelloc’h eget reiñ o arc’hant e raio ivez an izili kaoz outañ d’o mignoned. Ha brud da zont. E 1989, e Brest, e loc’he ar c’hlub Cigale kentañ evit ar vro. Tost 40 vloaz goude e vez c’hoazh anezho. Ingal e kan ar skrilh, ha pa vefe yen an amzer.

 

 

O kinnig ar c’hlub Cigales e Plougernep.11 Cigales présentation plouguerneau chenchet