Betek e Pariz
20/02 /17

Betek e Pariz

D’ar 4 a viz C’hwevrer e veze dalc’het gant ar Mission Bretonne he fempvet saloñs skrivagnerien Breizh.

 

 

Un 40 a skrivagnerien o doa respontet da c’halv Françoise Le Goazioù hag he mignoned, Rozenn Milin, Patrick Mahe, Coline Hoarau hag ur bern re all. Prezegennoù a zo bet ivez e galleg gant Luc Corlouer war istor ar metro, gant Jean Rohou, skrivagner enoret gant ar gouel, war an identelezh breizhat. Met ivez e brezhoneg gant Mikael Bernard-Uguen war ar mod da skrivañ ar sinaeg. Krampouezh, un tamm gavotenn ouzh ar mikro, standoù e-leizh… Da 5 eur e voe tro da renerez Mission Bretonne da embann disoc’hoù ar genstrivadeg danevelloù aozet ganto.  Emgav a zo bet lakaet evit ar bloaz zo o tont, hag embannet dija tem ar genstrivadeg da zont, “Breizh, un enezenn”.

 

p.3 Betek e Pariz 1