Ar CETA war an hent
27/02 /17

Ar CETA war an hent

P.3 CETA

D’ar 15/2 zo bet degemeret an emglev etre Kanada hag Europa, 2000 pajennad  en holl, met bez’ e rank  bezañ votet gant an 38 parlamant broadel pe rannvroel. N’eo ket lavaret e vo an holl a-du gantañ. Met dre m’eo bet votet gant Parlamant Europa e vo lakaet da dalvezout, kerkent hag e miz Meurzh-Ebrel.

 

 

Rannet eo ar bolitikourien, ha zoken e diabarzh strolladoù zo. A-enep an Tafta e vefe lod, met prest da zegemer ar CETA. “Koulskoude eo heñvel an daou rak kalz a embregerezhioù amerikan o deus stalioù er C’hanada.” eme Henri Guillou, eus Stop-Tafta.  Lakaat a rafe an eskemmoù da greskiñ dre zilemel gwirioù maltouterezh. War a seblant, abaoe 2012, eo kresket ezporzhiadurioù Europa da geñver an enporzhiadurioù.

 

 

Gounid

Betek-henn e c’helle embregerezhioù kanadian, evel Bombardier, kinnig raktresoù evit klask kaout marc’hadoù met ne c’helle ket stalioù evel Alstom en em lakaat war ar renk evit marc’hadoù kanadian. Gant ar CETA e vo kempouezetoc’h an eskemmoù. Bez’ e c’hellfe ar beizanted tennañ gounid ouzh se evit gwerzhañ ar gwin, ar fourmaj…

 

 

Ha koll

Gant ar CETA e vo aotreet Bro-Ganada da werzhañ maiz, gwinizh, kig-moc’h… Bez’ e c’hellint kas war marc’had Europa betek 46 000 tonenn a gig bevin. Kalz marc’hadmatoc’h e vo ar produioù-se evit ar vevezerien ha kalz diaesoc’h planedenn produerien ar vro.

E Breizh, pa n’eus ket a stalioù bras evel Alstom, pa ne vez produet na gwin na fourmaj, e c’hell ar beizanted kaout aon evit an dazont. Met war an dachenn an implij, ar servijoù publik, e c’hellfe ivez ar CETA ober reuz.

 

Manifesterien e KemperP.3 CETA 1