30 vloaz Erasmus (2)

30 vloaz zo e voe roet lañs d’ar programm Erasmus. Goude testeni Aleksandr ar Gall, setu testenioù all, bet kaset gant Bretoned yaouank aet pell eus o bro.

 

 

 

p.3 Kevin Roudaut 1Kevin Roudaut :

A-drugarez d’ar programm Erasmus em eus bet ar chañs da vont da studiañ e-pad daou c’hwec’hmiziad e Bro-Finland. Tremenet em eus ma zrede bloavezh studioù ekonomiezh e Mikkeli, ur gêr 50 000 annezad e Norzh Helsinki, kêrbenn ar vro. Tremenet em eus ur bloavezh dreist-ordinal , o kejañ gant studierien all eus Europa hag eus broioù all er bed. Tro am eus bet da zeskiñ un nebeud ar yezh fineg ha pleustret kalz war ar saozneg. Tro em eus bet da weladennin ar vro hag ar broioù tro-war-dro, da c’hoari gant an erc’h ha da vont war-droad d’ar skol-veur pa rae -30° C.

Kalz traoù a zegas ur bloavezh Erasmus. Eskemmet e vez ur bern gant ar studierien all Erasmus, evel ur familh vras e oa, bez’ e oamp holl o vevañ an eil e-kichen egile. Eskemmet hon eus ur bern war sujedoù zo, keñveriañ a raemp penaos e troe an traoù er broioù all. Fardet e veze meuzioù eus pep tro. Tro am eus bet da glask ober kig-ha-fars pe fars forn evit diskouez petra vez graet e Breizh ! Ur chañs eo mont da studiañ gant Erasmus. Ur sell digor a vez war-lerc’h bezañ bet gwelet kement a draoù ha keñveriet doareoù bevañ, doareoù ober.

Desket em eus ur bern traoù war an doare d’ober e Finland, keñveriet em eus gant ar pezh a zo e Bro-C’hall. An darempredoù a zo disheñvel etre an dud da skouer. An doare da gelenn er skol-veur a zo tost-tre ouzh ar studierien, gant klasadoù bihan, gant kelennerien a gemer o amzer evit ma vefe komprenet gant an holl.

Tro am eus bet da veajiñ un tamm e Bro-Finland, e Laponia, da welet bro an Tad Nedeleg. Aet on ivez da Sant-Petersbourg e Bro-Rusia. Gweladennet em eus ar broioù balt

Dalc’het em eus darempredoù gant studierien a oa e Erasmus eveldon. Distro int en o bro ivez. Tro em eus bet da welet lod anezho pa ’z on aet da veajiñ. Adwelet em eus mignoned e Bro-Spagn, e su Bro-C’hall, e Slovakia, hag e Bro-Alamagn. C’hoant em befe distreiñ da Vro-Finland met n’em eus ket dalc’het darempredoù gant tud ar vro. N’eo ket bet ken aes da vont e darempred gant tud Bro-Finland… Unan eus an abegoù eo ar fed e chom ar studierien Erasmus etrezo ha neuze n’ez eus ket « ezhomm » da vont da gejañ gant tud ar vro. Ma vefe un dra am befe da adober vefe kejañ kalz muioc’h gant tud ar vro.

 

 

 

p.3 Katell Le JoncourKatelle Le Joncour :

Ober a ran un SVE (Service Volontaire Europeen) e Bro C’hres. N’int ket studioù, ur pennad a-youl-vat en estrenvro eo, sikouret gant Erasmus +. Ur programm digor dans 18-30 vloaz eo ha divizet em beus ober an dra-se peogwir e oan o paouez tapout ur bak war ar C’hehentiñ ha c’hoant em boa ober ur pennad a-youl-vat evit an endro a-raok kenderc’hel gant va Master.

Labour a ran evit an AMP (Aozadur e-Maez Gouarnamant) WWF Greece, en ur park naturel lec’h ma vez labouret war mirerezh evned preizh a bep seurt, met dreist-holl war meur a spesad gup gwarezet. Dedennus-tre eo ! Emaon o chom abaoe miz Gwengolo en ur gêriadenn bihan-tout (tro-dro 450 annezad) anvet Dadia, nepell eus an harzoù gant Turkia. Kenvevañ a ran gant tud yaouank a-youl-vat all, o tont deus Bro-Alamagn ha Bro-Spagn ha chom a rin eno betek fin miz Ebrel. Evidon, an devezh kentañ a oa diouzhtu e-barzh al labour ! Dihunet da 6eur vintin evit bezañ war al lec’h evezhiañ da 7eur. Teir eurvezh en ur poent ha teir eurvezh all en ur poent all oc’h evezhiañ neizhioù guped disheñvel gant an teleskop hag ar gevellunedennoù. Penn kentañ miz Gwengolo e oa, brav ha tomm an amzer. Plijus-tre eo labourat en diavaez ha deskiñ a ran ur bern traoù war al laboused.

D’am soñj eo an SVE ur programm talvoudus. Erasmus a ginnig deomp reiñ sikour d’un aozadur bennak (hervez hon dibab evel-just) ha da veajiñ, da gejan ouzh tud, yezhoù, sevenadurioù, sonerezh, boued disheñvel !

Deskiñ a ran ar yezh gresian ha feta am beus bepred en va yenerez ! A-benn ar fin, eo ur bloavezh evit bevañ un dra disheñvel en ur vro nevez, lakaat e pleustr hor barregezhioù e-framm un aozadur bennak, hag ouzhpenn-se, m’hon eus c’hoant, eo posupl sevel ha lakaat e-pleustr raktresoù hiniennel e-liamm gant pal an aozadur.

 

 

 

p.3 Camille Erasmus 1Camille Argouarc’h :

En Iwerzhon, e Maynooth (Maigh Nuad), bannlev Dulenn (Bhaile Átha Cliath) e oan bet, e 2009-2010, 7 vloaz zo ! Brezhoneg a oa ma danvez studi. Ha dre ma ne oa ket posupl dibab an dra-mañ en Iwerzhon em boa dibabet “studioù keltiek” ha sokiologiezh, div dachenn studi disheñvel.

Iskis oa an devezh kentañ, ne oan ket boas tamm ebet gant an taol-mouezh Iwerzhonat ha mil boan ‘moa bet o kompren hag o vezañ komprenet evit kement tra bouezus a ranken ober : saludiñ an dud, prenañ tikidi karr-boutin, goulenn titouroù evit en em lec’hiañ, gervel un taksi, prenañ ur pellgomzer hezoug, ha klask ur gambr da feurmiñ ! Ha ne oa nemet an deroù…

D’an devezh diwezhañ, ‘m eus soñj eus ar vordreizhadenn war ar ferry, eus Rosslare (Ros Láir) da Rosko. Kejet ‘moa gant ur c’houblad tud yaouank amerikan deuet da weladenniñ Europa ha gant ur paotr italian a zeue en-dro eus e vloavezh Erasmus ivez. C’hoari poker hag evañ banneoù bier Iwerzhonat hon doa graet asambles e-pad ar veaj, dreist e oa ! Un doare kaer a oa din da echuiñ gant ar bloavezh dibar-se. Ha taolenniñ a ra mat-tre ar « spered Erasmus » !

Gant ma mignon euskarat em eus bevet ma bravañ eñvorenn, pa oamp loc’het eus Maynooth o c’hoari biz-meud evit mont da Galway (Gaillimh). Tapet e oamp bet gant un den yaouank a oa souezhet o welet tud o c’hoari biz-meud. Hervezañ e oa ral-kenañ gwelet tud o c’hoari biz-meud c’hoazh. Er 90’s e oa kalz boutinoc’h, hag a-raok ivez evel-just. E-kreiz ar goañv e oamp bet war Inishmore (Inis Mór), enezenn vrasañ an inizi Árann. Ne oa ket nemedomp war ar vag diouzh ar mintin. Div wech brasoc’h eget Eusa eo, met ken kalet eo an amzer ma n’eo ket stank an annezidi, dreist-holl e-kreiz ar goañv, ken e seblante d’an enezenn bezañ didud. Kavet hon doa bod en ul lec’h dibar, e ti ur c’houblad iwerzhonat. Debret hon doa koan ganto, tro-dro d’ar siminal ha dirak an tele ha ne baoueze ket ar vaouez da lavar e oa “rough” an traoù, an amzer… Da lavaret eo “kalet”. C’hoarzhet hon doa kalz ganti, brokus ha sichant-kenañ e oant. An enezenn-mañ a laka ac’hanon da soñjal en Eusa hag e Sun war an dro.

Evit ar pezh a sell ouzh ar studioù… Kerkent hag an devezh kentañ er skol-veur em eus komprenet e oa disheñvel an aozañ e-keñver Breizh ha Bro-C’hall. Pouezus-tre eo kemer perzh er c’hluboù, sport, sonerezh, arzoù pe zoken politik, evel m’emañ e skolioù-meur ar SU. An dra-se a cheñch kalz eus skolioù-meur Breizh e lec’h ma vez gortozet e chomfemp aketus war hor studioù tra ken, pe war traoù liammet gant hor studioù. Ar fed e vefe div dachenn-studi da zibab a cheñch kalz ivez, ledanoc’h eo gouizidigezhioù ar studierien. Ar santimant ‘m eus bet ivez e oa frankizouroc’h o doare da welet ha da gelenn ar sokiologiezh. Abalamour da levezon an dro-spered amerikan moarvat.

Brudet eo skol-veur Maynooth  evit bezañ skol-veur beleien gentañ Iwerzhon… Andoueat on ha skoet on bet pa ‘z eo bet goulennet ganin peseurt relijion a oa ma hini war ma follenn enskrivadur. Aon em boa da vezañ barnet ha kavout a rae din ne selle ket outo. Tro am eus bet da verzout abaoe ne vezer ket barnet nebeutoc’h e Frañs daoust d’al laikelezh. Lod-vrasañ an Iwerzhoniz am eus graet anaoudegezh ganto en em zisklerie kristen, ha ne oa ket strizh o speredoù evel ma soñje din ! Gant ar C’hallaoued an hini eo em eus bet ar muiañ a boan da zaremprediñ. Kavout a raen anezho fier, ne oant ket dedennet na gant istor na gant sevenadur Iwerzhon, na troet war an eskemm met kentoc’h war an tennañ gounid, ken dedennet ma oant gant perzhioù amerikanekaet ar gevredigezh iwerzhonat. Ur mignon bras am eus kavet eno memestra, daoust dezhañ dont eus Frañs… Euskarat eo avat ! Mod-all ‘m eus dalc’het darempredoù gant un nebeud re, a-drugarez d’ur rouedad sokial brudet !

Cheñchet eo bet ma mod da welet ar vro. Ne ouien netra diwar o fenn e gwirionez, daoust m’en em santomp tost deus outo amañ e Breizh. N’on ket bet en-dro c’hoazh, met sur ez in ! Hag e rin ar “pub crawl” a ouien ober (tro an tavarnioù).