30 vloaz Erasmus (1)

Evit merkañ an taol, e roomp ar gaoz d’ar re o deus bevet seurt avañtur. Setu an hini kentañ bet o repont, Aleksandr Ar Gall…

 

 

 

Exif JPG 422

Aleksandr ar Gall

Ya ! : Peseurt studioù ho peus graet, pegoulz ha pelec’h e oac’h aet ?

Aleksandr Ar Gall : Skiantoù politikel ‘m eus graet, mui un tamm istor. War al lec’h em boa dibabet kentelioù disheñvel ivez : latin, sinema gall, sevenadur Breizh-Veur hag Iwerzhon, pe henistor… E Bro-Aostria, e Salzburg (kêr Mozart) e oan aet, e 2002-2003.

 

 

Ya ! : Penaos eo bet an devezh kentañ ?

A. ar Gall : En devezh kentañ e oan erruet gant ar c’harr-nij, ha glav-pil a rae. Dav e oa din chom da gousket en un ostaleri evit ar re yaouank, betek antronoz, peogwir ne oa ket prest ma c’hambr-studier c’hoazh. Un tamm spontet e oan, peogwir ne oan ket gouest da gompren an dud, tamm ebet, daoust din da vezañ desket alamaneg e-pad 6 vloaz  ! En alamaneg Aostria anvet « Dialekt » e oant o komz. Diouzh an noz, en ostaleri, em boa anavezet tud eus ar Stadoù-Unanet hag eus Aostralia, a oa deuet da Salzburg peogwir e felle dezho mont d’an Oktoberfest e Munchen. Bet e oamp en ur vreserezh vrudet, da evañ pintadoù bier. Ur vreserezh « menec’h » e oa, ne oa tamm sonerezh ebet, divent al lec’h, uhel-tre an doenn. Ne oa nemet bier da evañ, ar seurt bier a veze graet gant ar venec’h. Da zibab a oa : un hanter-litrad pe ul litrad, ha marc’had-mat-tre  ! Goude-se on bet distroet d’al lec’h-se gant tud all a-hed ar bloavezh, e-pad an hañv e oa ur « Biergarten ».

 

 

Ya ! : An devezh diwezhañ ?

A. ar Gall : Deuet e oa ma c’herent ha ma breudeur gant ar c’harr da gerc’hat ac’hanon. En ur zistreiñ da Vreizh e felle dezho tremen dre Hanternoz Italia. Trist-tre e oan, unan eus ar re ziwezhañ e oan chomet, ha gwelet em boa an darn vrasañ eus an dud o vont kuit. Diskouezet em boa Salzburg d’am zud, met trist-tre e oan… P’am boa lezet ar gambr em boa leñvet e-pad eurvezhioù. Dindan un nebeud eurvezhioù e oamp en Udine, e Frioul, nepell diouzh an aod…

 

 

Ya ! : Petra eo ar bravañ eñvorenn ?

A. ar Gall : Ouzhpenn unan a zo ! Bravañ bloavezh ma buhez eo bet. Kalz eñvorennoù a zo liammet ouzh an holl veajoù am eus graet gant mignoned  : Ljubljana, Praha, Krakow, Bratislava, ha meur a lec’h en Aostria : Innsbruck, Wien, Graz, Bad Ischl, Hallstatt… Tro am eus bet da vont e-barzh ur maodiernerezh eus ar gouarnamant e Wien, ha da gejañ ouzh politikerien ar vro. A-hent all em boa graet ur veaj gant studierien war an istor, betek Belgia. Eno hor boa gwelet Brusel ha Brugge, gweladennet hon doa Parlamant Europa ha dileuriadur Aostria en Europa… Traoù souezhus-kenañ, peogwir ne oa nemet tud eus Aostria, Alamagn, hag unan bennak eus Luksembourg a-hend all ! Gant ar memes tud e oan bet e Graz, hag eno em boa bet ar blijadur da welet Maen Rosetta, en em gave war al lec’h peogwir e oa Graz kêrbenn sevenadurel Europa er mare-se…

Gant an dud-se e oan bet e Steyr ivez, evit ur veaj-studi diwar-benn ar greanterezh. Eno hor boa gweladennet ul labouradeg kirri-samm MAN, hag e oamp bet o tebriñ friko ha Schnaps e ti mignon unan eus ar skolidi, a oa rener un ti-bank ouzhpenn !

Plijadur am eus bet gant ar c’hentelioù, rak klasket em eus dibab kentelioù dibar  : latin, da skouer. Ne oamp nemet tri pe bevar d’ar muiañ, o treiñ testennoù diouzh al latin en alamaneg. Graet e veze ar c’hentelioù en unan eus ar savadurioù bravañ, ar Residenz (palez an Arc’heskob). Ha war-lerc’h ar c’hentelioù e tebremp un tamm bennak e Marc’had Nedeleg ar blasenn, un dudi !

Kalz eñvorennoù a zo liammet ouzh an darempred am boa bet gant ur plac’h eus Gres, deuet da vezañ kariadez din er bloavezh-se. Pa oamp aet betek Bro-Alamagn (dek kilometrad ac’hann) war varc’h-houarn da zebriñ en ur preti, da skouer…

Ha pegen braouac’hus ar festoù eno ! Ar fest vrasañ a veze aozet bep miz gant ar studierien war ar vevoniezh (Nawi-Fest), diroll ken-ken e oa.

 

 

Ya ! : Peseurt gounid e-keñver ar memes studioù e Breizh ?

A. ar Gall : N’eus netra da welet  ! E Breizh o doa ma studioù talvoudegezh abalamour d’ar spi da gaout ul labour mat a-walc’h da heul, er melestradur dreist-holl. Setu ma oa ret deskiñ kalz traoù ha bezañ e-touez ar re wellañ, koulz hag ober anaoudegezh gant strolladoù pe strollegezhioù hag a c’hellfe sikour. En Aostria ne oa ket ma fal tamm ebet. Klasket em eus dibab ar c’hentelioù evit ar blijadur da zeskiñ. Kalz ledanoc’h e oa an dachenn. Bet em eus ar santimant da vezañ dieub hag em bleud. Servijet en deus kalz evit sikour ac’hanon d’en em stummañ ma-unan, da skouer pa fellas din deskiñ brezhoneg, daou vloaz war-lerc’h (a-raok ne gomzen ket hor yezh).

Ur gounid eo ivez deskiñ traoù heñvel dre ur yezh all. Un dae ivez : latin en alamaneg, pe studiañ ensavadurioù Europa…

Dre vras em eus gallet anavezout penaos e veze studiet evit gwir, en ur skol-veur. E Roazhon e oan o studiañ e Sciences Po, ma vezemp heñchet bepred, ha ne oa ket kalz a lec’h d’an enklask pe d’ar preder. E skol-veur Salzburg e ranke pep hini en em zibab. Evel-se ivez em eus anavezet tud a bep seurt, istorourien, yezhoniourien, sokiologourien…

Ha desket em eus, dreist-holl, en em zibab ! Bevañ gant tud all, anavezout mignoned nevez, ren ur vuhez emren a-hed ar bloaz…

 

 

Ya ! : E-maez kentelioù, petra ‘peus desket war ar vro, an dud, en diavaez d’ar c’hentelioù ?

A. ar Gall : Muioc’h a draoù eget ar pezh a c’hellfen lavaret  ! Dre vras em eus klasket daremprediñ tud ar vro, ha chom pell a-walc’h diouzh ar c’hallegerien. N’eo ket bet aes-tre anavezout tud ar vro bepred, met anavezet em eus kalz tud eus ur bern broioù, en o zouez broioù evel Finland, Estonia, broioù balkanat evel Bosnia, Serbia, Slovenia, Hungariz… Desket em eus traoù diwar-benn o sevenadur, o yezh, o boued… Graet hor boa meur a wezh predoù etrebroadel. Desket em eus e oa eus an « dialekt » en Aostria, evel e Suis, en Alamagn… da lavaret eo un doare da gomz hag a zo disheñvel a-walc’h diouzh ar pezh a zesker er skol. Sellet em eus ouzh kalz filmoù aostrian, ha betek an deiz hiziv e plij din sinema ha lennegezh Aostria. Marteze em eus dalc’het un tammig pouez-mouezh aostrian en alamaneg, ha gouest on da gompren kalzik pa vez komzet e « dialekt ».

Anavezet em eus ar boued a vez fardet eno, kar-nes ouzh boued Kreiz ha Gevred Europa : seurtoù krampouezh, gwastilli, pastez tev…

Desket em eus kalz, d’am soñj, diwar-benn temz-spered an dud eno, disheñvel-tre diouzh hini Alamagn. Kompren a ran gwelloc’h politikerezh ar vro, ha plijout a ra din heuliañ ar pezh a c’hoarvez eno.

Hag evel-just e anavezan madik a-walc’h kalz lec’hioù en Aostria, an douaroniezh…

 

 

Ya ! : Dalc’het ho peus darempredoù gant tud eus eno ?

A. ar Gall: Ya, met nebeutoc’h-nebeutañ. D’ar bloaz war-lerc’h e oa deuet ur plac’h eus Aostria da studiañ d’am skol e Roazhon, setu m’am boa dalc’het darempred ganti. Ur mignon am eus eno c’hoazh, gant ur paotr eus Aostria. Darempredoù all am eus gant tud am eus anavezet eno, eus broioù all : ur paotr eus Kirgizstan hag e wreg eus Italia (pedet ez on bet d’o eured en Alghero, ha bet on un test « ofisiel »), ur plac’h eus Estonia, hag ur Vreizhadez, dreist-holl. Ha darempredoù am eus gant ar paotr a oa o chom em c’hambr, ur paotr eus ar Stadoù-Unanet, a zo o labourat en Alamagn bremañ.

Hag evit echuiñ, em eus darempred c’hoazh gant ar paotr a oa bet dibabet da sikour ac’hanomp, ni studierien Erasmus, hon « tutor », un Aostrian hag en doa studiet e Lyon. Deuet eo da vezañ enklasker war ar politikerezh, ha bep an amzer e kasan kemennadennoù dezhañ.

 

 

Ya ! : Ha cheñchet eo ho mod da welet an dud, ar vro ?

A. ar Gall : En ur mod, ya ! A-benn ar fin ne ouien netra, pe dost, diwar-benn ar vro a-raok. Netra nemet e oa ur vro alamaneger, peogwir em boa lennet oberennoù lennegezh, ha mat pell zo. Bremañ e c’hellan kompren hep barn re, e ouian da skouer perak ez eus eus ur strollad eus an tu-dehoù pellañ anvet FPÖ.

 

 

Ya ! : Aet oc’h en-dro ?

A. ar Gall : Ya ; d’an distro-skol war-lerc’h, daou zevezh. Div wezh all, bloavezhioù war-lerc’h. Hag abaoe em eus graet beajoù all en Aostria, e lec’h all.

 

 

Ya ! : C’hoant pije mont ?

A. ar Gall : Ya, c’hoant am bije da zistreiñ c’hoazh. Kavout a ra din ez eo ul lec’h bamus ha marzhus.