Ur vagouri e Sant-Ervlan

affiche1bzgA-benn ar c’hentañ a viz C’hwevrer e vo digoret ur vagouri e brezhoneg e Sant-Ervlan, e-tal Naoned. Dek bugel a vo resevet enni. Plas a chom c’hoazh evit ar gerent a fell dezho enskrivañ o babigoù.

 

E 2013 e oa kroget un toullad tud da brederiañ war ar raktres sevel ur vagouri e brezhoneg e Bro-Naoned. Betek bremañ, ne ‘z eus nemet e Gwened e kaver seurt ti gouest da resev ar vugaligoù e brezhoneg.
Ha setu, deuet ar raktres da wir : digoret e vo d’ar c’hentañ a viz C’hwrevrer ar vagouri Youn ha Solena. Dek bugel, etre 3 miz ha 4 bloaz, a vo degemeret. Tutet zo bet pevar den a-vicher evit ober war o zro. Teir anezho a zo brezhonegerezed. Gant ar renerez eo bet kroget da zeskiñ ar yezh. Digoret e vo ar vagouri bep sizhun, etre al lun hag ar gwener. Mont a raio en-dro diwar renadenn ar PAJE (prestation accueil jeune enfant). Tu zo neuze d’ar gerent bezañ sikouret gant ar CAF evit paeañ ar frejoù ha kaout un distaol war o zailhoù.
Staliet eo ar vagouri e Sant-Ervlan, e-kichen Erev Breizh. Kemer a ra he flas e kreizenn sevenadurel breizhek « Yezhoù ha sevenadur », e-tal skol-vamm ha skolaj Diwan, stummadur hir termen Skol an Emsav, Kentelioù an noz, ar greizenn dafar KDSK ha kevredigezhioù all staget ouzh sevenadur Breizh.
Krouet zo bet ul lec’h plijus ha degemerus evit lakaat ar vugale en o femp plijadur. Rak ouzhpenn madober an divyezhgezh eo pouezus evit ar skipailh pedagogel sikour ar vugale da greskiñ, pep hini d’e lusk. Un nebeud plasoù a chom c’hoazh, evit ar gerent a fellfe dezho enskrivañ o babigoù.

 

Titouroù :
Younhasolena@hotmail.com
Pgz: 07 83 90 34 97