Talwyn Baudu
16/01 /17

Talwyn Baudu

p.16 Talwyn B 2

Etre Breizh ha Bro-Gembre eo rannet e galon. Ur mare e Breizh, hag unan all eno. Evel ur pont eo.

Talwyn, distroet oc’h da Vro-Gembre ?
Erruet on e Bro-Gembre war-lerc’h va bak e 2011, ha goude bezañ bet distroet da Vreizh e dibenn miz Kerzu 2015 e-pad un nebeud mizioù, setu-me en-dro amañ ’pad tri bloaz c’hoazh (d’an nebeutañ). En Aberystwyth emaon o chom, ur gêr e-kreiz ar menezioù war aodoù mor Iwerzhon, ha me ‘lâr deoc’h, ur wech erru eno eo diaes mont kuit ! Brav-meurbet eo ar gêr digenvez-mañ hag a-drugarez d’ar skol-veur ez a ar studierien d’ober war-dro an hanter eus an annezidi ! Ur gejadenn eo etre ur sevenadur kembreat kreñv hag ar studierien, a blant startijenn er gêr gollet-mañ, hag arabat disoñjal kennebeut ez eo  Aberystwyth ar gêr gant ar muiañ a davarnioù dre gilometrad karrez e Breizh-Veur !

 

Petra eo ho labour eno ?
N’on ket distroet amañ evit lipañ banneoù bier nemetken ’m eus aon, kroget on gant un doktorelezh ivez.  Arc’hantaouet eo gant WISERD, ur greizenn enklask war ar sokiologiezh hag an ekonomiezh staliet e Kerdiz. Sikouret eo an ensavadur-mañ gant gouarnamant Bro-Gembre ha Kuzul Enklask Sokiologiezh hag Ekonomiezh Breizh-Veur. Ar raktres meur-mañ zo kaset da benn gant WISERD etre Bro-Gembre ha Bro-Skos. Savet ‘oa bet bloaz zo war perzh ar gevredigezh keodedel hag an deskadurezh evit frammañ an identelezh hag ar yezh. O klask e oant unan bennak er raktres evit ober un doktorelezh war ar memes patrom met war div vro disheñvel a-benn keñveriañ goude gant an disoc’hoù bet kavet etre Bro-Gembre ha Bro-Skos. Choazet ’m eus spisaat va enklask war Breizh (evel-just) ha Kechuaed an Ekwador. Daoust din bezañ pell eus Breizh, n’eus lec’h all gwelloc’h evit ober un doktorelezh eget e skol-veur Aberystwyth, kavet ‘vez amañ ar mor ha Levraoueg Vroadel Bro-Gembre, peadra da vouetañ ma gouiziegezh hep treiñ da sot !

 

A-raok ho poa labouret e Arvorig FM ?
Ya, graet ’m boa ur Servij Keodedel eno e-pad pemp miz hanter. Ur skipailh eus ar c’hentañ ‘zo er radio hag eñvorennoù dispar a zalc’hin eus al labour ’m boa graet du-hont ! Roet ‘oa bet din kalz frankiz evit kas da benn abadennoù ha choaz piv mont da atersiñ war an dachenn. Bemdez e veze un dra bennak nevez d’ober hag ar c’hargoù liesseurt a veze fiziet ennon a oa un doare brav din da cheñch spered a-raok kregiñ ‘barzh enklask hir ha don va doktorelezh…

 

 

Lenn e brezhoneg, bep sizhun, a fell deoc’h ober ; Koumanantit !

http://keit-vimp-bev.info/fr/ya