Renabl bras an evned: un dudi hag ur studi

p.3 Laboused ODJ-Malgeneg

Bezit war-evezh !

Evel bep bloaz, ur wech deuet ar goañv, e vez kinniget e fin miz Genver, d’an 28-29 ar bloaz-mañ, renabliñ laboused al liorzhoù, un dudi kenkoulz hag ur studi.

 

Aozet eo an abadenn war dachenn Frañs a-bezh. E Breizh e vez kaset ar studiadenn gant ar gevredigezh Breizh Vev-SEPNB hag ar gevredigezh GEOCA (Strollad Studiañ an Evned e Aodoù an Arvor). Kroget e oa da gentañ e Aodoù an Arvor, e 2009 gant ar GEOCA hag adalek 2011 eo bet astennet war Breizh a-bezh, gant skoazell Breizh Vev.

 
Titouroù talvoudus
Abaoe 2009 e vez gwelet niver ar spesadoù ha niver an hiniennoù  o tigreskiñ a-nebeudoù. Ne ouzer ket petra zo kaoz. A-benn dek vloaz e vo aesoc’h respont moarvat, gant ma vo tud niverus o kas keloù bep bloaz a-zivout ar pezh a dremen en o liorzhoù. Niver hag astenn an titouroù eo a ra nerzh ar studiadenn.  Evit displegañ an digresk merzet betek-henn e c’heller kaout abeg e diskar an endro, met tommadur an hin a zo a-bouez bras ivez. Seul glouaroc’h ar gouañveier ha seul aesoc’h d’an evned kaout boued, nebeutoc’h ezhomm a zruzoni, nebeutoc’h a ezhomm da dostaat ouzh liorzhoù an dud. Ret eo kadarnaat an afer, hag evit-se eo ret kaout un niver bras a ditouroù ha kas keloù d’ar skiantourien.

 
Skiant
Ul labour skiantel kaset gant an holl, pep hini o lâret petra en deus gwelet, setu doareoù nevez da vont pelloc’h gant ar gouiziegezh. Neoazh eo reolennet strizh evel ma tere d’ul labour skiantel.
Evel e pep poellad skiantel ez eus amañ ur protokol resis: merket e vez an evned gwelet e-pad un eur, na muioc’h na nebeutoc’h. Ar pal n’eo ket kaout an niver brasañ posubl a spesadoù, n’eo ket ur genstrivadeg. Pouezus eo ivez gouzout ma n’eus labous ebet, pe nebeut-tre e lec’hioù zo. Un disoc’h gant labous ebet a zo un disoc’h ken talvoudus hag un disoc’h gant 30 spesad. Zero zo zero ha n’eo ket null !

 
Kemer perzh
4160 den o deus kemeret perzh war dachenn Breizh 5 departamant e 2016,  un digresk e keñver 2015 (5560). Deus tu an evned eo aet ar maout gant ar boc’hruzig, evel warlene, da eil ar voualc’h ha da drede ar penn-glazik. Dre vras e vez gwelet war-dro 10 spesad e pep liorzh hag un tregont hinienn bennak.

Setu amañ titouroù al lec’hienn evit ar re a zo luget ouzh ar rouedad internet:
www.bretagne-vivante.org
heuliit, en urzh, ar rubrikennoù-mañ : Nos actions ; Connaître ; Les Oiseaux ; Les oiseaux du jardin ; ha Comptage régional des oiseaux…
Bez e c’hellit dibab, brezhoneg (banniel Gwenn-ha-du) pe galleg (banniel Triliv).

 

Dasparzhet e vez ivez gant Breizh Vev follennoù paper da gargañ – e galleg hepken :
pgz: 02 98 49 07 18
D’ar skolioù e vez kinniget aozañ an abadenn d’ar gwener 29 a viz Genver