Norzh-Iwerzhon ; talvoudegezh ar Brexit

Ar Sinn Féiner Martin McGuinness en deus roet e zilez. Hag eñ bez-ministr-kentañ eus gouarnamant emren ar C’hwec’h Kontelezh. N’eus ket mui a c’houarnamant e Belfast ha divodet eo bet ar breujoù da heul. Met pell eus Stormont setu Westminster lakaet diaes gant an dilez-mañ. Ha posupl e vo da lakaat ar Brexit da dalvezout hep breujoù e Norzh-Iwerzhon  ?

 

 

Bemdez e tesker ur skandal nevez o lenn ar c’hazetennoù iwerzhonat goude m’eo bet roet e zilez gant ar republikan Martin McGuinness.
Da gentañ holl, d’an 9 a viz Genver, e embannas ar Sinn Féiner aet da vez-ministr-kentañ an Norzh-Iwerzhon e roe e zilez.
Daoust ha m’eo bet ur souezh evit an holl e ouzer bremañ eo klañv-ki gant an amyloidosis, ur c’hleñved ral.
Met fin evel ul louarn kozh eo ar Provo.
Profitet en deus eus e zilez evit lakaat ur gontell lemm dindan gouzoug Theresa May.
Abaoe an 9 a viz Genver e nac’h ar Sinn Féin anviñ ur susitour e penn ar gouarnamant ! Hogen, hervez Emglev Gwener ar Groaz (ar “GFA”) e rank ar galloud e Norzh-Iwerzhon bout rannet etre ar republikaned hag an unvanourion, dre ret. War-se ma vez roet e zilez gant unan eus ar vinistred kentañ, e rank egile ober kement all.
Setu perak e roas Arlene Foster, anezhi prezidantez an DUP, he dilez d’he zro.
A-raok en ober, avat, he deus embannet e vo divodet breujoù Stormont d’ar 26 a viz Genver ha raktreset votadegoù nevez evit an 2 a viz Meurzh.

Martin Mcguinnes

Martin Mcguinnes

 
Harp d’ar Brexit !
Tomm e oa da revr Arlene Foster abaoe pell, paket m’emañ-hi abaoe sizhunvezhioù e-barzh ar skandal arc’hant anvet “Cash for Ash”. Ha mennet e oa ar Republikaned d’ober he c’hont ! Graet eo bremañ ha, war un dro, e lakaont diaes Theresa May, ministrez kentañ ar Rouantelezh-Unanet.
Anvet eo bet e Wesminster evit kas da benn ar Brexit.
Hogen, hervez al lezenn breizhveuriat (met divizoù a zo àr ar poent-se c’hoazh), e vefe ret kaout asant an holl breujoù eus ar Rouantelezh-Unanet, da lavaret eo breujoù Kembre (renet gant al Labour), breujoù Bro-Skos (renet gant an SNP) ha hini Norzh-Iwerzhon evel-just, evit lakaat ar Brexit da dalvezout da vat.
Evel-just e vo diaes dezhi kaout asant Skosiz. Met diaesoc’h c’hoazh e vo ar jeu gant ur parlamant eus Norzh-Iwerzhon ha n’eus ket mui anezhañ. Riskloù zo e vefe pellaet ar Brexit neuze, pe e vefe “hard” pe ne e vefe ket.

 

 
C’hwervoni a bep tu
Met kement-mañ a ziskouez splann n’eo ket (c’hoazh ?) Norzh Bro-Iwerzhon un tiriad evel ar re all, 19 vloaz goude ar GFA.
Kasoni hag aon a chom c’hoazh etre ar c’humuniezhoù ha Stormont (ar “breujoù”) a zo un astenn eus ar reuz a zo c’hoazh àr kevredigezh ar 6 kontelezh. Ha n’eo ket bet gwellaet an traoù gant an enkadenn ekonomikel.
Ur remziad “post-war” bet ganet goude ar GFA a zo c’hwerv e-keñver ar renkad politikel.
Evel er bed a-bezh, ha dreist-holl en Europa, met gant un dra ouzhpenn. Bevañ a reont en ur gevredigezh skizofrenek ha dindan ur seurt brezel yen etre kumuniezhoù hag o deus paouezet d’en em gannañ hep dont a-benn da sevel ar peoc’h.
Un dra nevez a zo ivez. Katoliked yaouank zo a zo c’hwerv e-keñver o breudeur eus ar Republik ha protestanted zo a vag kement a c’hwervoni e-keñver ar Rouantelezh-Unanet.

 

 
Fabien Lécuyer

 
Un destenn heverk zo bet embannet àr ar Belfast Telegraf diàr-benn an temz-spered-se, bet skrivet gant ur yaouankizez eus reter-Belfast : http://www.belfasttelegraph.co.uk/opinion/news-analysis/politics-in-northern-ireland-has-become-predictable-boring-and-embarrassing-how-i-see-it-as-a-child-of-the-belfast-agreement-35379316.html

Da lenn ivez, levr ar skolveuriad Liam Ó Ruairc embannet gant an ti-embann breizhad Stourmomp : https://stourmomp.wordpress.com/tag/paix-ou-pacification-lirlande-du-nord-apres-la-defaite-de-lira/