Kan ba’n dañs

 Louis Jacques Suignard

Louis Jacques Suignard

D’ar 16 a viz Ebrel e vo 41vet Nevezamzer ar C’hastell-Nevez hag an deiz-se e vo kavet 100-200 den o tañsal hag o kanañ war un dro, kaset da benn gant Louis-Jacques Suignard.

 

 

Ya ! : Penaos eo deuet ar mennozh deoc’h ?
Louis-Jacques Suignard : Abaoe 6 vloaz bremañ e kasan da benn, a-youl-vat, ur stal kanañ e Kawan. Bez’ zo ouzh seurt stalioù, un tamm e pep lec’h. Pouezus e oa kaout eskemmoù etrezo a-benn sevel beilhadegoù, klokaat stajoù zo… Kement-se a sikour ar c’han, kuit da chom en deñvalijenn. Setu bep an tammig zo deuet soñj din sevel ur gartenn war ar rouedad, o tiskouez e pelec’h e kaver kanerien.

 

Ya ! : Pell eo Ar C’hastell Nevez eus Kawan. Perak kanañ asambles er gouel-se ?
L.-J. S. : E pep lec’h… Angers, Lyon, Pariz… e kaver stalioù kan. Dav oa kaout ul lec’h kreiz, ne vefe ket re bell evit den, eus Bro-Leon, eus Bro-Wened. Eno em boa kanet ba’n dañs, daou vloaz zo, gant Chañ-Klaod Taleg. En taol-mañ e vo 100-200 den. Plijusoc’h e vo. Gwechall e oa evel-se, kalz, ha bremañ e vez c’hoazh e bro Bagan, e bro-C’hallo. Bez’ e vin, gant ma c’homper, bep a vikro HF ganeomp, evit sikour ar ganerien da zerc’hel d’al lusk met hep ren an afer. An holl dud, pe vefent “stered” pe pas, a gemero perzh en ur mod uvel.

 

Ya ! : Evit kanañ petra, neuze ?
L.-J. S. : Kazi an holl a oar dañsal ar gavotenn. Aes eo kanañ an ton-se, ivez. Choazet em eus « Son an Amerik » peogwir eo hir a-walc’h, aes da droc’hañ e meur a damm d’ober un heuliad gavotenn. Biskoazh n’on ket a-enep ar skeudennoù kozh met istor an dud a rank mont d’an estrenvro da glask o boued a zasson ennon… o buhez kriz, an amerikan dream… Kreñv eo ar gerioù… “Mann evit e lonkañ ‘met gwin ar baradoz…” da lavaret eo an dour… Mizer a oa. Brav-tre e kavan an doare da ginnig se.

 

Ya ! : Ha goude ?
L.-J. S. : Binvioù zo bet savet, ur bajenn Facebook, ur sound cloud gant an tonioù kinniget, ur gartenn  interaktiv…
D’an dud a vo goude da implij anezho evit eskemm, en em stummañ an eil egile, ober anaoudegezh gant ar re all.
Un heklev bras a zo bet graet dezho. Soñjit ‘ta. Goude teir sizhun e oa dija 20 stal enskrivet. Bremañ zo 30. War ar radiooù ivez e vo skignet an tonioù. Ha goude… e vo kinniget ur raktres all… Met, gortozomp dija e vefe tremenet an hini kentañ.