Yalla !  Evit ar vugale
05/12 /16

Yalla ! Evit ar vugale

p.11 Yalla 1 ©Rafaëlle Berthault

©Rafaëlle Berthault

Ur gevredigezh vihan eo hini Yalla ! Pour Les Enfants. E Pariz e oa bet krouet e 2013. Unan eus e izili a zo o chom e Breizh. Abaoe un nebeud mizioù nemetken e klask Jerôme Carrière kizidikaat tud ar vro ouzh kudennoù ar vugale sirian repuet e Bro-Liban.

 

 

E 2011 en deus kroget ar brezel e Bro-Siria. Tamm-ha-tamm eo aet gwashoc’h-gwashañ an traoù evit poblañs ar vro. Hag hi lakaet da guitaat he lec’h bevañ pa n’eo ket da zivroañ. An darn vrasañ deus an dud ne glaskont ket mont ar pellañ ma c’hellont deus o bro, met klask a reont repu er broioù amezek. El Liban da skouer zo bet degemeret kalzig a familhoù sirian. War hent an divroañ etre Damas ha Bayrut, ez eus ur gêrig anvet Aley. Aze eo en emgavet kalzig a repuidi kerkent hag er bloavezh 2012. En o zouez bugale e-leizh. 5000 a vefe deus outo, etre 6 ha 13 vloaz. Ken niverus e oant ma oa diaes da dud Aley ober war o zro. Ha setu-int o c’hervel sikour digant an diavaez.

El Liban e labour Charlotte Bertal evit an UNHCR*. Kerkent hag embannet ar galv gant Kêr-Aley, e respontas dezhi o krouiñ ar gevredigezh Yalla ! Pour les enfants e 2013.

Kizidik eo Jérôme Carrière ouzh ar sevenadur arabek, klañvdiour anezhañ, ha pa darzhas ar brezel e Siria ha dre forzh gwelet an traoù mont war washaat, e tivizas ober un dra bennak. Mod-se e kavas, hag ez eas e darempred gant ar gevredigezh Yalla ! Pour Les Enfants. Simpl-tre eo pal ar gevredigezh. Klask a ra arc’hant evit ma vefe skoliataet en-dro ar vugale sirian el Liban. Evit ma ne vefe ket moc’het o dazont daoust d’ar brezel

 

 

Skoliata ha kizidikaat

“E Bro-Liban e vez graet gant an divyezhegezh abaoe pell ‘zo. Kalzig a gentelioù a vez kaset da benn e arabeg, anat, met ivez e saozneg” a resisa Jérôme Carrière. Da lâret eo n’eo ket trawalc’h skoliata ar vugale sirian nemetken, met dav eo kempouezañ o live da gentañ evit ma c’hellfent heuliañ rak ne gomzont nemet arabeg. Setu labour ar gevredigezh neuze. Ouzhpenn-se, e klask ivez ar gevredigezh buheziñ pemdez ar vugale, o kinnig dezho obererezhioù tro-skol, evel ar sport pe c’hoariva da skouer.

Kroget ‘n deus Jerôme Carriere da genlabourat gant ar gevredigezh, o paeroniañ ur bugel. Bep miz e roe ur sammadig, peadra da skoliata ur bugel el Liban. “Paeet ‘m eus en holl etre 150, ha 170€ evit ur bloavezh” emezañ. Met abaoe miz Gwengolo e klask ar paotr mont pelloc’h, oc’h aozañ abadennoù amañ e-barzh ar vro. Dalc’het ‘n deus ur stand da geñver Marc’had bras ar briourien e Kemper. Gwerzhañ a rae pezhioù-pri bet profet d’ar gevredigezh. E fin miz Here e aoze ur fest-noz e Poullaouen. “N’eo ket dastum arc’hant ma fal kentañ, met kentoc’h kizidikaat an dud ouzh kudennoù ar repuidi” a resisa ar paotr. Evit en ober e vez dalc’het betek an 10 a viz Kerzu un diskouezadeg en davarn lennegel “L’autre Rive” e Berrien. Du-se e c’heller gwelet labour al luc’hskeudenner sirian Assem Hamsho, hag a ziskuilh buhez pemdeziek an divroidi sirian el Liban. Un diskouezadeg all a vo c’hoazh e Kastellin e miz Genver 2017.

Dre kizidikaat an dud en deus spi Jérôme Carrière e teuio tud e darempred gantañ. Rak evit poent e lak ar gevredigezh da virviñ er vro nemet a-drugarez d’e youl ha d’ e zivvrec’h dezhañ e-unan…

 

 

jerome.carriere@orange.fr

www.yalla-enfants.com

 

 

*Haut Commissariat des Nations unies pour les réfugiés