Skol-Veur Roazhon : Mont pelloc’h
19/12 /16

Skol-Veur Roazhon : Mont pelloc’h

p.3 Mont pelloc'h

E 2010 e sine skol-veur Roazhon 2 ar garta “Ya ! d’ar brezhoneg”. Traoù a zo bet graet da heul. 6 vloaz goude e fell da studierien zo gouzout soñj implijidi ar skol-veur – studierien ha gopridi – war plas ar yezh er skol-veur.

 

Etre ar 6 hag an 8 a viz Kerzu e oazent neuze ur votadeg, e daou lec’h, nepell eus ar RU ha dirak savadur an EREVE war tri devezh, evit kaout ali ouzhpenn 1000 den. Kaset eo bet ar raktres-se da benn gant ur strollad “Brezhoneg er skol-veur” ennañ tud evel Clément Guillanton hag Erell Lhopiteau, c’hoant ganto e c’hellfe skolioù-meur all oc’h ober heñvel. “Evit se n’omp ket diskleriet evel ur gevredigezh” eme homañ diwezhañ. “Simpl-tre e oa ar goulenn a savemp. Hag a-du oc’h da gaout muioc’h a zivyezhegezh e skol-veur Roazhon 2 ?” a resisa he c’hamarad.
Chanterioù nevez
Gouzout a ra ar studierien e c’hell labourioù zo koustañ ker ha ne c’houlennont ket traoù dibosupl. Pa vez renevesaet savadurioù evel m’eo bet graet d’al levraoueg n’eus ket pell, pa vez cheñchet panelloù zo e c’houlennont e vefent lakaet e brezhoneg ivez. Ouzhpenn 1100 den o deus votet, en o zouez studierien hag implijidi ar skol-veur ha 80 % eus outo a zo evit ma vefe muioc’h a zivyezhegezh brezhoneg-galleg e skol-veur Roazhon 2. Seurt votadeg a oa bet diwanet en o spered goude un emgav gant Olivier David, prezidant ar skol-veur, e miz Gwengolo. Ur wech dielfennet da vat ar votadeg-mañ ez aint e darempred gantañ en-dro. Met prometet en deus hemañ dezho dija un nebeud traoù. Da vare adkempenn kampus skol-veur La Harpe, e derou 2018, e vo graet gant ar brezhoneg war an holl banelloù.