Donald Trump hag ar “celtic problems”

p.2 Peter_T._King,_official_portrait,_112th_Congress

Peter T. King

Petra vo politikerezh melestradur Donald Trump e-keñver Bro-Skos ha Bro-Iwerzhon ? Liammoù en deus ar miliardour gant Bro-Skos dre e familh met n’eo ket mat e zarempredoù gant Sturgeon hag an SNP a oa savet a-du gant Hilary Clinton. Evit a sell ouzh Norzh Bro-Iwerzhon eo un afer all. Un den tost-tre d’an emsav republikan iwerzhonat a zo àr ar renk evit mont da… benn ar stourm enep-sponterezh !

 

 

Hent dazont Bro-Iwerzhon ha Bro-Skos a dremen dre Washington.

A-holl viskoazh eo bet mod-se, abaoe m’eo arruet SUA da vro bouezusañ ar bed. Pa oa Bill Clinton en Ti Gwenn en doa pouezet evit ma vefe bet kavet un diskoulm e norzh Iwerzhon. A-drugarez da skipailh Clinton e oa bet sinet ar Good Friday Agreement gant an holl duioù, da skouer.

Hiziv c’hoazh e sell Bill Clinton ouzh an emglev-se evel taol gwellañ e brantad, evit a sell ouzh ar politikerezh diavaez da vihanañ.

Daoust hag-eñ eo bet ar Good Friday Agreement un dra vat evit Iwerzhoniz, avat, dreist-holl en Norzh ? Se zo un afer all…*

Bremañ m’emañ Donald Trump hag e re e penn ar jeu, petra vo politikerezh ar melestradur amerikan e-keñver ar broadoù dindan gwask ar Rouantelezh-Unanet ? Atav eo bet kamm-digamm jeu an SUA e-keñver Bro-Skos ha dreist-holl Bro-Iwerzhon. Rouantelezh-Unanet eo aliañs pennañ an SUA er c’hevandir kozh met, àr un dro, e rank derc’hel kont eus ar cheñchamantoù a zo bet e Bro-Skos ha dreist-holl e Bro-Iwerzhon, pa ne ve ken e-keñver an niver a Amerikaniz iwerzhonat a-orin. An demokrated o oar mat an dra-se hag atav o deus sellet pizh ouzh aferioù an Norzh pa oant e penn an Ti Gwenn.

 

 

Trump an (hanter)-skosad

 

 

Lenn e brezhoneg, bep sizhun, a fell deoc’h ober ; Koumanantit !

http://keit-vimp-bev.info/fr/ya