Sine : CAPTAIN FANTASTIC

p.7 Sine CAPTAIN FANTASTIC Skritell

CAPTAIN FANTASTIC ur film sevenet gant Matt Ross ( 2016) Gant : Viggo Mortensen, George MacKay, Annalise Basso (1e58)

Ar wezh-mañ em behe gellet komz a film Nicole Garcia, « Le mal de pierre », lec’h ma c’hoari Marion Cotillard. Ar re a gar an aktourez-se a vo kontant he gwelet e-kreiz he braventez. E-keñver karantez eh eus peadra da brederiañ war heni he gwaz en istor, an aktour spagnolat Alex Brendemülh, leun a basianted evit leuskel amzer d’e vaouez d’en em gompren ha d’en kompren ivez. Ur seurt Shakespeare er pezh-c’hoari « La mégère apprivoisée, » mes gant ur gwaz uveloc’h, hag ur pried, en he c’halon un c’hoant foll da redek war-lerc’h ar garantez, mes ur garantez hunvreet.

Neoazh e komzin hiroc’h ag ar film Captain Fantastic, hini Matt Ross. Ennañ e weler Viggo Mortensen, atav just, atav plom, evel e « Les promesses de l’ombre » pe « Loin des hommes ». Gwelet a reomp tud achapet ag ar vuhez amerikan ordinal. Ur familh hipied aet da chom e-kreiz koadeier don, an tad, ar vamm hag o c’hwec’h a vugale. Ha foei d’ar vuhez anavet a-raok, kaoc’h d’ar skol, d’ar seku, d’ar labour en uzin. Mes ar gerent ne oant ket foll memestra. Gouarnet o doa meur a liamm gant ar bed « normal ». Levrioù, da skwer, ha n’eo ket ne vern pere : levrioù da zeskiñ, a-seurt gant teorienn Einstein pe bonreizh ar stad amerikan. Ur c’helenner ag an dibab eo an tad, barrek e meur a zomani intellektual. Gouiet a ra lakaat e vugale da frankaat o speredoù hep ankouaat o c’horfoù. Goulenn a ra gante berraat, gant o c’homzoù sklaer, ar pezh o dez komprenet, hag a denn douzh ar politik kement ha douzh ne vern peseurt tachenn c’houiañsel. Mez bemdez ivez e vez ret dezhe holl en em c’hourdonañ start, bras ha bihan, sul ha pemdez, hañv-goañv, ha kaletaat o c’higennoù. Bevañ a reont evel Indianed, gwaregoù gante evit lazhañ ar loened mar karont debriñ kig. Gouiet a reont kousket edan an amzer ha splujañ en dour yen. Gouest int da grapañ holl douzh tevennoù sonn ha gouiet a reont ivez añdur an droug. Setu neuze gante buhez « sovajed », mes sovajed desket-bras, yac’h-pesk a-gorf hag a-ene.

Anavout a ran tud hag a garehe bevañ evel-se, e foñs ur c’hoad, emren ha dizepant. Gante an c’hoant da bellaat a-zoc’h sotoni ar bed. An c’hoant kuitaat tropad deñved Panurge a-raok kouezhel gante en islonk. Mes n’eo ket an dra-se aes d’ober hiziv. N’omp ket mui e amzer pirated an inizi Karaib. Hiziv e trouz ar bed en disterañ lec’h ag an douar, en disterañ toull zoken. Gwelet e vez roudoù ar c’hirri-nij en oabl glas a-us d’ar stêr Amazon hag a-dreist d’an dezerzh aostralian. Ha gwazh, bremañ, evit ar re kizidik douzh ar gwagennoù a isfrekañs, n’eus ket lec’h neptu evite da gavout repu.

Er film-mañ e rank ar familh distroiñ d’ar bed normal abalamour da gleñved ar vamm ha dreist-holl abalamour d’he marv. Rak n’int ket dizepant naket. Kerent ar vamm, chomet a-dreñv, ne asantont ket douzh choaz o bugale. N’int ket akord tamm ebet gant mod-bevañ ar familh. Tamall a reont d’an tad bout pennkaoz kleñved ha marv o merc’h. Rebech a reont dezhañ derc’hel o bugale vihan er-maez ag ar sevenidigezh, en dañjer enta.

Troiñ a ra ar film d’ar momant-se ma kej an daou ved en-dro, dre ret, abalamour da varv mamm ar meuriad. Ha gwelet a reomp ar stourm etre kerent ar vamm, kristenion hag a rank ma vo sebeliet o merc’h evel dleet, ha familh ar verc’h-se. Honnañ neoazh he doa choazet ar boudhizm. Faotañ a rae dezhi ma vehe bet losket he c’horf ha taolet ar ludu en ur lec’h… dic’hortoz.

Kentelius eo ar propoz, pa gomzer ag an natur en-dro en hor bed gwallgaset.