Naetaat ar meurvorioù
07/11 /16

Naetaat ar meurvorioù

Boyan Slat, an ijinour yaouank

Da geñver e raktres a vloaz diwezhañ el lise en doa kroget Boyan Slat, 19 vloaz, o chom en Izelvroioù, da studiañ penaos naetaat meurvorioù ar bed saotret gant plastik.

 

 

Goude bezañ labouret kalz en doa kinniget e-pad ur brezegenn da viz Here 2012 ur c’hoñsept a c’hellfe reiñ tro da dennañ diouzh ar meurvorioù 7,25 million tonenn blastik e-korf 5 bloaz pe hogozik. 50 ijinour a zo o labourat war ar raktres evit poent. N’eo ket echu e studiadenn gallout-ober, n’eus nemet ur c’hard anezhañ a zo bet sevenet. Ma vefe kaset da vat e vefe dispar ar gounidoù evit loened ha flora ar mor hag evit mab-den ivez, anat, dre m’eo e penn ar chadenn boued.

Bez’ ez eus er meurvorioù 5 c’hwelenn-vor* hag a zo pikol troennoù-mor*  kaset en-dro gant nerzh Coriolis. Razh anezho a sach d’o heul, en o redoù-mor, tonennoù dilerc’hoù a zo tapet enno da viken. Kavet e vez enno dreist-holl tammoù plastik o deus ezhomm etre 20 ha 1 000 vloaz evit bezañ zispennet.

 

 

An 8vet kevandir 

Ar c’hwelenn-vor vrudetañ zo e meurvor Habask ha lesañvet eo bet ar Vortex dilerc’hoù pe an eizhvet kevandir (evit an Amerikaned eo Amerika an Norzh  hag Amerika ar Su 2 gevandir disheñvel, ar 7vet kevandir eo an Antarktik). Lavaret e vez zo  dilerc’hoù war ur gorread div wech brasoc’h eget an Texas. Hogen n’eo nemet ur vrasjedenn fiziapl eus ment ar soubenn blastik rak treuzwelus eo an 8vet kevandir. N’eo posupl gwelout ar bruzunoù plastik nemet diwar pont ur vag. Niverusoc’h int eget ar morlizadur*. Al dilerc’hoù plastik-se, evel re all brasoc’h e-giz ar stouvoù boutailh pe ar rouedoù kollet er mor, zo debret gant al laboused hag ar bronneged mor.

Ar pesked a zebr int ivez bruzhunailhoù* a zo danvez saotrañ evel ar PCB hag an DDT warno. Niverus eo an heuliadoù armerzhel, dreist-holl evit an douristelezh pa vez saotret an traezhennoù.

 

 

Ocean Cleanup

Hervez Charles Moore, an hini en deus dizoloet Vortex dilerc’hoù hanternoz meurvor an Habask, e vefe ezhomm 79 000 vloaz evit naetaat razh ar meurvorioù. Met ne vo ket graet gant an doareoù boutin, da lavarout eo en ur implij bagoù aveet gant rouedoù a dapfe an dilerc’hoù plastik. Kinnig a ra Boyan Slat un diskoulm disheñvel a-grenn. E raktres “Ocean Cleanup” a vefe graet gant diazezoù-stag* hag a lezfe ar redoù-mor da zegas al dilerc’hoù en e fardelloù* war flod. Hervez ur vartezeadenn e c’hellfe ar morlizadur* neuial dindan ar fardelloù hag e chomfe tapet an tammoù bihanañ zoken.

Ar raktres a c’hellfe bezañ ampletus.  Atoriñ* an danvezioù plastik adtapet a c’hellfe degas 500 million dollar. Gant The Ocean Cleanup Foundation e vo lañset ur c’houlzad crowdfunding hepdale. Met zoken ma vefe kaset ar raktres-se da benn e vefe ret mont war raok memestra gant  labour diarbenn* ha digreskiñ implij ar plastik.

 

 

PLB

 

 

diazezoù-stag : bases fixes

fardelloù war-flod : barrages flottants

c’hwelenn : gyre

troenn : tourbillon

dilerc’hoù : déchet

bruzhunailhoù : microdébris

morlizadur : plancton

danvezenn saotrañ : polluant

ampletus : rentable

atoriñ : recycler

diarbenn : prévention