Gweladenniñ praha
14/11 /16

Gweladenniñ praha

p.5 prague (1)

Paradoksoù ha perzioù-mat ar bed-mañ, tabutet ganeomp ken alies : evit priz ul levr pe zaou e saloñs Karaez, on deuet a-benn da vont gant ar c’harr-nij. Evit 25 €, ‘m eus sevenet ma huñvre kozh, mont da b/Prag. Ha kement-mañ hep kaout ezhomm da lakaat a-gostez 2 wenneg evit paeañ an divroañ. 

 

 

Evel-just hon eus paseet 3 gwech muioc’h a amzer er sal-gortoz pe o kerzhout en trepasioù evit er c’harr-nij da vat. Evit neb ha ne daol ket evezh, avat, abuziñ e amzer en ur bakañ banneoù kafe, 4 € an tasad, e tapo buan kement ha priz an nijadenn.

Gant Internet e teu pep tra da vezañ aes : kavout ur gambr n’eo nemet ur c’hoari. Tremen ar biz war ur gartenn, merzout ar priz, keñveriañ. Perzh kenwerzhel rik ar jeu ‘zo steuziet a-dreñv ur seurt c’hoari. Gant un tamm chañs e c’haller krediñ bezañ mignoned o tremen. E-giz-se evidomp : ur plac’h yaouank hegarat he deus kinniget loj ha bod deomp, n’eo ket evit ur priz dereat, n’eo ket zoken evit pezh a dalveze, met hervez he ezhommoù da lâret eo 12€ pep hini evit lojañ en ur ranndi bras leun a zudi, ar metro hag ar bused e-kichen, ha trankil ar ru, deomp da gousket ‘vel broc’hed.

 

 

Braventez

Kaer eo Prag avat, talbennoù pastel an tier a daole tarchoù sklerijenn dindan lagad heol miz Du. A-hed an deiz hon eus pavataet ruioù bihan ha bras. Dre chañs n’eo ket ur gêr divent, ha kreiz-kêr kozh (‘pezh a zedenn an douristed eveldomp, ezhomm ebet da lonkañ kreizennoù kenwerzh o merkoù liesvroat) ‘zo ingalet war daou du ar stêr, ar Vlatva. Ne vo ket renablet kement tra a zo bet bet gwelet ganeomp ; kastell, manati, iliz-rouanez, pont Charlez, karter yuzev ha tour an Horolaj… Kement-mañ ‘vez kavet diouzhtu war Google. Brav-eston eo ar savadurioù, kempennet aketus diouzh gwelet ar vandennad livourien ha chafotajoù o lakaat da dalvezout ar gêr ha da zerc’hel dezhi he statud a vraventez an denelezh, dindan beli an Unesco.

p.5 prague (2)

 

Ur yezh estren

Deus ar mintin, a-ziwar lein an dosenn Petrin, e vez gwelet an toennoù ruz oc’h en em goll en ur foñs latarek hag an amourouzien o stagañ o c’hadranasoù ouzh harzelloù ar pontoù. Digêriet e vezer, en ur ober tri devezh, n’eo ket gant uzañ hon botoù war ar pavezioù, saouriñ goulach pe kig bevin aozet gant lus, met gant pezh a ra, evidon, danvez ar veaj (pe unan anezho da vihanañ) : nompas kompren yezh ar vro. Gouest e oamp d’en em zibab gant ar saozneg, anat eo, ha da cheñch kurunennoù hag euroioù, met, azezet en ur bus, pe dirak un ostaleri, ne gleve hon divskouarn ger komprenapl ebet. Gwashoc’h c’hoazh : krediñ bezañ barrek da lenn, pa ‘z eo al lizherenneg hon hini, hag en em rentañ kont ne oa evidomp ster ebet d’ar gerioù na pa vefent pateret ‘vel gant ur bugel o teskiñ lenn.

 

 

Tomm eo bet

Gouzout a ra an empenn, adalek ar penn kentañ, ne wel an daoulagad met tresadennoù, ideogramoù pe lizherennoù rusek. Darbet eo bet deomp zoken mankout karr-nij an distro : en em asuret hon doa ouzh ar bus : mont a rae betek an aerborzh (merket mat war an daolenn, goûlet ouzhpenn digant ar blenier). Krog e oamp da arvestin ouzh ar maezioù goloet a erc’h. A-greiz-holl, ur frazenn e saozneg (unan nemetken) klevet “ aerborzh” ‘gave deomp. Goûlet ur wech c’hoazh ouzh ar blenier, hegaset : N’eo ket ! Aerborzh ebet ! Ijinit hon spontadeg, kollet amañ 10 km ouzh kêr, war bord un hent dianav, ur c’harr-nij da dapout a-raok 2 eur… Ret eo bet galoupat, kavout ur bus all, c’hwezañ ha meuliñ hon donezon evit ar yezhoù.

 

 

Talvoudus

Talvezout a ra Prag ober ur weladenn. Kaer eo. Ha brav en em santer. Evel e pep lec’h ‘vez kinniget gweladennoù. Ne dalvez ket an holl anezho ar boan kemer un heñcher. Graet hon doa gant ar soñj mont da ergerzhout rouedad ar garidoù hag ar salioù dindan-zouar (dour-beuz bet e kreiz-kêr – savet e-pad ar Grennamzer – ha rediet Pragiz da adsevel kêr a-ziwar eil solieradur ar savadurioù kent). Dindan ar glav-puilh omp aet ouzh ur c’hav d’egile, oc’h arvestiñ ouzh bolzoù kaer ha sal pavezet. E-kreiz  homañ, kement hag ober aon, oa pozet “korf  marv un den” mailhuret a ganab. Gweet ‘m eus ma ufern war ar pavez, ha goude bale 20 munutenn dindan ar glav evit ur weladenn paeet ker, sañset da badout un eurvezh, omp bet plantet aze gant hon heñcher gant ar ger tremen-mañ : “Barrek a-walc’h oc’h evit adkaout an hent da zistreiñ war ar Blasenn Veur ?”.

Gant ur banne gwin tomm goloet a Chantilly oa bet diverket ar santimant dilaouen-se, a zo hini an holl douristed pa vez lâret dezho laerezh al loar. An deiz war-lerc’h, en ur welet bezioù  ar vered yuzev, oc’h astenn davet an oabl gris o mein-sonn ha n’heller ket diskleriañ, omp diskennet war-zu un tamm uvelded.

 

 

LL