War-zu an treuzkemm…

p.11 Le Chadoux

E-kichen Roazhon, e Kastell-Bourc’h, e klask tud an ti-feurm Le Chadoux aozañ dazont Mab-den. Ouzhpenn bezañ kroget gant o zreuzkemm ekologel, e fell dezho silañ o skiant-prenet en dud o defe c’hoant mont gant un hent nevez.

 

 

 

Un ti-feurm eo hini Le Chadoux. Du-se eo staliet Pascal Coudray abaoe m’eo bet ganet. Ti-feurm e familh eo. Pempvet rummad-oad o labourat an tamm douar-mañ eo hennezh. Abaoe 30 vloaz eo troet spered ar paotr war doareoù ul labour-douar doujus ouzh an endro. Tamm-ha-tamm eo aet pelloc’h-pellañ gant an doareoù-mañ d’ober, betek ijinañ argerzhioù agronomiezhel evit ma chomfe yac’h e derouer. 15 vloaz ‘zo ne vez ket aret e zouaroù gantañ ken, evit ma ne vefe ket difesonet ar vuhez en douar, da skouer. “Ar pezh ‘m eus klasket ober gant ma zerouer din-me, eo stardañ, ar muiañ ma c’hellen, lusk bras al labour-douar a-vremañ” eme Pascal Coudray, hag eñ da resisaat : “Santet ‘vez gant an darn vrasañ omp erruet e penn un hent, hag emaomp gant ur mare a dreuzkemm kevredigezhel, poent eo cheñch penn d’ar vazh ‘giz m’eo bet embannet gant Pierre Rabi. Ur wech m’on deuet emskiant da vat eus an dra-se e oa poent lakaat an traoù e pleustr.” Adperc’hennañ al labour a beizant eo e bal, oc’h adlakaat ar pouez war “skiant ar vicher,” ar c’henlabour gant an natur hag he lusk dezhi. Entanet eo gant e vicher a beizant, ha fellout a ra d’ar paotr treuzkas e skiant-prenet paneve “jestr ar peizant.” E 2013 e roe lañs d’ur raktres.

 

 

Rannañ

Diwar tri stadad eo bet savet ar raktres. Da gentañ eo diaes d’an dud o defe c’hoant mont war-zu an al labour-douar bio kaout douaroù. Da eil ez a war washaat kalite ar re ziwezhañ-mañ. Deuet int skuizh ha paour pa n’eo ket saotret zoken. A-benn ar fin ez a al labour-douar a-vremañ evel ar gevredigezh en he fezh. Da lâret eo, eo deuet an traoù da vezañ hiniennelour. E ti-feurm Le Chadoux ‘zo peadra da dalañ ouzh ar stadadoù-se.

80 devezh-arat a zouaroù a zo, reoù a galite eo, dre ma touj Pascal Coudray outo abaoe ouzhpenn 15 vloaz. Evel ma ne c’hell ket ar peizant ober war-dro tachennoù ken ledan ha-se e-unan, eo deuet ar mennozh dezhañ rannañ anezho gant peizanted bio all.

Buan a-walc’h e oa anat d’ar paotr ne zeufe ket da benn da gas e raktres war-raok e-unan, emskiant ma oa deus e ziouerioù a-fed kehentiñ. Krouet ‘zo bet ur skipailh gantañ neuze o tegemer Dahovi Zinzindohoue, ha Constance Sarazin ; gant ar garg dezho da reiñ buhez d’ar raktres.

 

 

Treuzkas

 

 

 

Lenn e brezhoneg, bep sizhun, a fell deoc’h ober ; Koumanantit !

http://keit-vimp-bev.info/fr/ya