Ur banne’po ?
10/10 /16

Ur banne’po ?

Pa z an da Sant Kadou e z an ebiou un ti, bet ostaleri e-barzh, e oa “Lom ar Peurlip” an ostiz diwezhañ enni.

War ar maez, amañ e Sizun, e z ae ar gristenien vat, hag ar re fall ivez, d’an oferenn d’ar bourk, da sul vintin. Evit ar re ’oa o chom pellik dioutañ e veze alies an dro nemeti dezho da welet estreget an nemorant eus o ziad hag an amezeien. Ouzhpenn arc’hant ar gest, hini ar gador ha peadra da bourchas un nebeud defotachoù (en he c’harg d’ar wreg da brenañ…), ar braz eus ar wazed a veze en o jeu o kas ur gwennegig bennak da baeañ banneoù, dezho o-unan ha d’ar gamaladed. Lod a eve en un ostaleri hepken, ha boulloù d’ar gêr ! Lod all a chome da straniñ oc’ h ober o zamm hent-ar-groaz (e-keñver arc’hantoù ar familh, da vihanañ..) eus un ostaleri d’eben.

E Sizun eta, ar re a z ae etrezek ar c’hevred bennak, hent Sant Kadou hep mont keit, ‘oa ostaleri Lom, da vat war ar maez, an hini ziwezhañ ‘ gavent war o hent. War an troad, sklaer deoc’h e teue sec’hed d’ar baotredoù. Neuze e veze graet un ehan diwezhañ. Eno e veze riñset ur banne all pe zaou, diouzh ar pezh a chome eus ar c’hodellad. Peurzispignet e veze arc’hant ar sul evel-se. Alies, end-eeun, ‘oa hini kuzhet diouzh ar wreg, na veze ket disklêriet a-bezh dezhi  gounidegezh ar foarioù. Riñset gwerennoù ha godelloù. “Peurlipet”, evit reiñ deoc’h ar ger e veze graet gantañ. Ha setu divinet ganeoc’h perak ha penaos ’oa deuet ha ne veze ken graet nemet “ar Peurlip” eus an ostaleri ’oa Lom ar mestr enni (nemet hag e wreg eo ‘oa lostenn ha bragoù ganti, e gwirionez?).

p.6 Ar Peurlip