Srebrenica : ur Serb e penn ar c’huzul-kêr

p.2 BosniaUr Serb a zo bet dilennet e penn Srebrenica, ar gêr mil-vrudet ma voe lazhet 8000 muzulman Bosniad enni e 1995. Kentañ gwech e c’hoarvez seurt tra. Ha dont a raio a-benn da “zasorc’hiñ” Srebrenica ?

 

 

Srebrenica. Setu un anv o tont eus ar bloavezhioù 90. 8000 Bosniad lazhet gant ar Serbed. Serbed a oa bet lazhet en a-raok hag a vo lazhet a-c’houde. Bosniz, Kroated, Albaniz a boanio kement. E brezelioù ar Balkanoù ne oa na reoù zrouk na reoù jentil. Ne oa ‘met pobloù ha ne oant ket evit bevañ asambles.

 

 

Gêr(ig) a verc’hed

Hiziv an deiz eo ken poblek Srebrenica ha Moñforzh, en Il-ha-Gwilen (a-boan 6 000 annezad). A-raok lazhadeg 1995 e oa 37 000 den o chom enni, da lavaret eo kement hag e Redied, ar pikol bannlev eus su An Naoned. Ur pikol digresk diàr-goust ar Vosniz evel-just hag abalamour d’ar Serbed. Un enklozadenn vuzulman e reter Bosnia hag Herzegovina e oa Srebrenica a-raok 1991, bremañ eo ur gêr hanter-serb, hanter vuzulman (mui un nebeud poblañsoù all) e reter ar Republika Srpska, da lavaret eo ar Republik Emren Serbed Bosnia. Hiziv eo Srebrenica ur “gêr a verc’hed”. E 2006 e oa 87 % eus an dud o veviñ e Srebrenica merc’hed, peurlazhet ma oa bet ar baotred e 1995.

 

 

Aes an trec’h

 

 

 

Lenn e brezhoneg, bep sizhun, a fell deoc’h ober ; Koumanantit !

http://keit-vimp-bev.info/fr/ya