Sine : Frantz

p.7 Sine FRANTZ Skritell

FRANTZ ur film sevenet gant François Ozon (2016) Gant : Pierre Niney, Paula Beer, Ernst Stötzner, Marie Gruber (1e54).

An darempredoù etre ar Frañs hag an Alamagn n’int ket bet sioul atav, en gouiet a raomp. Kontañ a ra François Ozon dimp penaos e oa bet pe penaos a c’hellehe bout bet an darempredoù-se just goude ar brezel 14. Istor ur plac’h alaman eo, Anna, hag a za lies da bediñ war bez he mignon Frantz, bet lazhet war an talbenn. Betek an deiz ma kav Anna ur Gall dirak ar bez, ur Gall, Adrien, daet aze ivez evit enoriñ ar c’hamarad en doa bet tro da hantiñ e Pariz a-raok ar brezel. Adal neuze e krog santimantoù an dud da drenkañ en-dro e kêr, en un Alamagn bet mezhekaet gant ar faezhidigezh, kondaonet da baeañ ker-ruz ar brezel-se d’ar Frañs.

Setu ar film a oa bet choazet evit lañsiñ ar sine-kleub brezhoneg en Alre ar bloaz-mañ, ha n’eo ket bet dipitet an dud. Ur film e gwenn-ha-du eo, gant ur banne liv da bep an amzer evit bravaat ar vuhez, rak gouiet a raomp e c’hell ar bleunioù digoriñ e tachadoù a bep seurt, enkontet ar re zivalav. Ur film eo hag a c’hell an den bout c’hoant da welet div wezh. Marse a-gaoz ma vez roet kig hag ene d’an div vro dre an daou zen pennañ, Adrien ar Frañsez hag Anna an Alamantez. Lies e chom kamera Ozon da ruzal war o dremmoù, é leuskel amzer dimp da gompren pe da glask kompren ar pezh a dremen en o speredoù. Ar pezh a soñj an Alamagn ag hec’h enebourion, petra a soñj ar Frañs ag e re. Ya, petra a soñjont ? Petra a sinifi o gerioù, mez ivez o savioù, o daoulagad trist pe souezhet ?

 

 

Lenn e brezhoneg, bep sizhun, a fell deoc’h ober ; Koumanantit !

http://keit-vimp-bev.info/fr/ya