Sine : STEFAN ZWEIG, ADIEU L’EUROPE

p.7 SINE STEFAN ZWEIG, ADIEU L'EUROPE Skritell

STEFAN ZWEIG, ADIEU L’EUROPE ur film sevenet gant Maria Schrader (2016) Gant : Josef Hader, Barbara Sukowa (1e46)

Stefan Zweig, ur skrivagner aostriat, en deus laosket e anv en Istor. Un oberenn liesseurt, enni rol an Istor war an dud. Barzhonegoù, danevelloù (Amok, 1922 ; Vingt-quatre heures de la vie d’une femme, 1927 ; Le joueur d’échecs, 1942), romantoù (La pitié dangereuse, 1939), ha buhezskridoù e-leizh, evel re Fouché, Marie-Antoinette, Marie Stuart… Tro en doa bet da veajiñ kalz, e Europa hag e Amerika.

Yuzev e oa gant e familh, mes desavet hep ur sevenadur yuzev. A-gaoz d’e anv neoazh e oa bet ret dezhañ kuitaat e vro pa greske an nazizm en Alamagn ha tro-dro. Un European gwirion e oa anezhañ. Anavout a rae meur a yezh ; mignon e oa bet gant Romain Rolland, Richard Strauss, Emile Verhaeren. Anavet en doa Sigmund Freud, Rudolf Steiner. Evitañ e oa an Europ lec’h ur sevenadur liesseurt pinvidik-mor, hag un drama personel e oa dezhañ gwelet e oa an Europ-se edan soliñ a-gaoz da daolioù sot an nasionalizm, ar broadelouriezhoù « pestus », evel ma lâre.

Diskoueziñ a ra ar film diwezhañ bloazadoù Stefan Zweig, goude m’en doa kuitaet an Europ e 1936, pa oa honnañ é sankañ donoc’h-don e hentoù lous er brezel. Betek Amerika e oa aet, New York, Rio de Janeiro, Buenos-Aires… lec’h ma veze kouviet d’ober prezegennoù diwar e oberennoù, rak brudet-bras e oa er bed a-bezh. Neuze e veve gant e sekretourez, Lotte. E vaouez kentañ, Frederike, ne grede ket e vehe bet dañjerus chom da vevañ en Alamagn nevez. Mes a-benn ar fin he doa gellet achap ivez, hag en em gavet o doa, Stefan hag hi, e New York, un herrad.

Ur film difonn a-walc’h eo, re marse, hag a laosk an arvester da santout pegen dipitet e oa bet an den gant an distruj meur a wele war e gevandir-orin, Europa. Labourat a rae memestra, é skrivañ atav, daet da vout skuizh gant e veajoù didermen ha soursius ivez gant kleñved falloc’h-fall e vaouez yaouank. Evitañ e oa Europa é koll hec’h ene er brezel-se. Hag ar pezh en digalonekae ar muiañ marse, a oa gwelet e vignoned kozh, evel Emile Verhaeren, akord gantañ a-raok ar brezel, bout debret bremañ gant ar gasoni d’o zro, rak gouest eo ar brezel da vezviñ meur a spered, zoken ar re zisparlañ.

Mantret e oa é welet pegen taer e c’hell an denelezh bout. E ziwezhañ levr, « Le monde d’hier. Souvenirs d’un Européen », a ziskouez pegen kaer he dehe gellet Europa bout pa vehe bet emglev etre he fobladoù, kentoc’h eget feulster ha vileni. Setu aze ur levr hag a son nevez a-walc’h, pa welomp hiziv pegen treut emañ daet mennozh an Europ da vout e-mesk ar poblañsoù european. Setu perak marse e ta c’hoant d’an dud lenn oberennoù Stefan Zweig en-dro.

Evit kloziñ e laoskin ar gaoz gant Mathieu Slama, am eus kavet e skrid war Figarovox. É komz ag ar film e skriv kement-mañ :

« Ar vrasañ enkadenn a labour Europa a-c’houde degadoù n’eo ket politikel, ekonomikel pe ensavadel (institutionnelle) hepken. An hini vrasañ a denn douzh ar speredelezh. Emañ an enkadenn-se er choaz terrupl a vez roet d’ar pobloù european, pand eo goulennet gante bout akord gant ur raktres hollvedel ha dilezel o c’humuniezhoù difer, o broadoù. An unvaniezh european, ardivink ramzel evit produañ droad ha normoù, ne vez ket chalet gant ene an Europ nag hini ar broadoù. Ne gont eviti nemet an hiniennoù hag an embregennoù prevez. N’emañ an dra-se nemet nac’hañ an denelezh evel mand eo bet savet a-c’houde milvloazadoù, da lâret eo e stern kumuniezhoù disheñvel. »

Lârit din : n’eo ket ag ar Frañs emañ Mathieu Slama é komz amañ ?