Sevel a ra un iliz-veur e-unan

Justo Gallego stands inside his single-handedly with recycled material built 'cathedral' in the not-to-picturesque industrial town of Mejorada Del Campo on Madrid's southeastern fringe, Spain, Monday, Dec. 11, 2006. Try to picture a cross between a Disneyland castle and Barcelona's unfinished architectural wonder, the Sacred Family church. Try to imagine an 81-year-old man who has spent the past four decades building his own 'cathedral', without planning permission, architect's drawings or previous construction experience. The result, depending on how you view it, is a gigantic eyesore or an awesome monument to perseverance and faith. (AP Photo/Daniel Ochoa de Olza)

91 vloaz eo Justo Gallego, saver difaezhus, tremenet gantañ 53 vloaz da sevel un iliz vras, e penn e chanter dezhañ e-unan, e bannlev Madrid. N’eo ket echu c’hoazh ha n’eo ket deuet c’hoazh ar mare dezhañ da vont war e dorchenn vihan.

 

 

Hep stummadur a-zoare, na skoazell arc’hant na plan-ijinouriezh en deus staget Justo da sevel un iliz-veur Nuestra del Pilar ouzhpenn un hanter-kantved zo. Labourat a ra e kêriadenn Majorada del Campo. Sabatuet e vez an holl gant ment ar savadur : ur gorread a ouzhpenn 8 000 m², war 50 metr hirder hag un uhelder a 30 metr.

 

 

Gant dafarioù daspun

Goude bezañ kuitaet an urzhioù eo en doa an emzekser* (ha tad ar pikol chanter-se lesanvet ken brav ha “Don Justo”) lakaet en e soñj en em ouestlañ d’ar pezh a c’heller envel labour e vuhez. War e zouaroù hag a-drugarez d’e arc’hant en doa staget da sevel an iliz vras-se, o kemer skouer war ilizoù all gant un diforc’h n’eo ket dister koulskoude : implij dafarioù daspun* nemetken evel brikennoù ha teol al labouradegoù tost, bidoñsoù esañs frammadurioù houarn, boestoù kartoñs ha sailhoù livaj… Pep tra a oa bet adimplijet gant ar saver, sikouret ma vez, memestra, gant un niz dezhañ ur wech an amzer hag ur skoazeller.

 

 

Tisavouriezh deus ar c’hentañ

 

 

Lenn e brezhoneg, bep sizhun, a fell deoc’h ober ; Koumanantit !

http://keit-vimp-bev.info/fr/ya