Sac’h gwano
03/10 /16

Sac’h gwano

E penn kentañ an 20ved kantved bennak, ar gouerien a glaske gwellaat o stad o vodernaat tiegezh ha gounidegezh a implije tremp prenet, pezh ma c’hellent, diouzh ma c’hellent. A-douez meur a zanvez disaouroc’h evit an douar e oa unan hag a zeue betek amañ, Brest na pave ken, a sac’hadoù lien stank enno ur boultrenn, dezhi un astez griz, anvet “gwano”.

Eus tu ar Mor Habask, da Amerika ar Su, e teue a-vatimantadoù. Ha petra eo ar “gwano”-se ? Ur ger ketchoua deuet dre ar spagnoleg betek Europa da heul an danvez. Moarvat e sinifi “kaoc’h” rak kaoc’h laboused, resped deoc’h, e z eo na mui na maez. Ahont ’oa enezadoù a-bezh anezho hag un tremp eus ar gwellañ holl eo.

Estreget evit magañ douar e servije da dud ’oa en o spered en em vataat muiañ ‘ c’hellent eus an nebeud a veze en o c’herz. Gwriet-start gant danvez solut, ar seier gwano ’oa fred dezho, war-lerc’h o riñsañ. D’an ampoent ne gaved ket kement-se peadra da sac’hañ traoù ken dichastre ha bremañ. Hag un implij all ’oa dezho war ur par gant ar seier bet patatez enno. Ur wech peur-ziboultrennet e veze plantet ur c’horn eus o zraoñ e-barzh da vont da spegañ c’hwek e-barzh ar c’horn all. Ha gwisket e veze : an daou gorn-se da c’holoiñ ar penn, hag an nemorant eo choug ha kein a veze disklavet gantañ. D’an ampoent ne oa ket danvezioù didreuzus a-leizh e-giz abaoe.

Setu penaos’oa bet lesanvet ur vaouez eus bourk Gwipavas rak, glav pe dic’hlav, nemet da vont d’an overenn da sul, e veze ur sac’h gwano gwisket evel-se ganti. Ur ral hag ur farsite e-touez he c’henvroadezed, koef hag all ganto da vemdez.

 

p.6 gwano eil dresadenn