Roazhon d’ar poent diwezhañ
07/10 /16

Roazhon d’ar poent diwezhañ

p.5 Celtico Gwengolo 2016

An dibenn-sizhun paseet e oa c’hoariet eil derbi breizhat ar c’houlzad. Roazhon a zegemere Gwengamp. D’ar poent diwezhañ ez ae an trec’h gant Roazhon war e dachenn.

 

 

Estreget un derbi breizhat a zo… Ha neuze estreget ur “Celtico” a zo e Breizh. Koulskoude eo an anv-mañ a zo bet dibabet – ha miret-strizh – gant renerien an daou glub “Ruz-ha-Du.” D’ar Gwener 30 a viz Gwengolo e tigore Roazhon ha Gwengamp 8vet devezh ar c’houlzad Lig 1. A-raok ar c’hrogad-mañ ne oa ket bet trec’het Roazhon en o zi, met o paouez bezañ flastret e Dijon e oant ! (3-0). Gant Gwengamp e oa an traoù etre daou. Kroget mat ar c’houlzad ganto, met kollet un tamm startijenn an deroù, abaoe tri c’hrogad.

 

 

11 a-enep da 10

War o zachenn, ha kerkent ha ma krogas ar c’hrogad, e kemere skipailh Roazhon ar volotenn. Pa chome Gwengamp stanket en e du, o tifenn aketus. E-giz-se e chome an traoù e-pad ur prantad mat. Dindan un eurvezh ne oa tenn sterniet ebet gant skipailh Roazhon. Met, d’ar 64ved munutenn e lakae an tredeog ar c’hrogad da vezañ digempouezet. Redek a reas Paul-Georges N’tep betek ar pal, o tont deus an tu-kleiz. O klask harpañ anezhañ, en ur redek un tamm a-dreñv dezhañ, e flouras dorn Mustapha Diallo, skoaz argader Roazhon. Ha ruilh-diruilh a reas hennezh. Ur penalti a c’hwitellas an tredeog, o reiñ ur c’hartoñs-ruz ouzhpenn evit c’hoarier-kreiz Gwengamp. Gant diwaller Gwengamp e oa miret ouzh tenn ar penalti da vont e-barzh… Da Wengamp da echuiñ ar c’hrogad da 10 a-enep da 11. Derc’hel a rae Gwengamp betek ar 93ved mn. D’ar poent diwezhañ e plante Roazhon pal an trec’h.

Setu Roazhon e penn ar skipailhoù breizhat er renkadur (7vet plas) gant 13 poent. En 10ved plas emañ Gwengamp gant 11 poent.

M’o deus c’hoant an daou skipailh-mañ chom er plas m’emaint, pe mont uheloc’h zoken, e vo dav dezho  diskouez muioc’h a galite war an dachenn !