Rejin Gwilhmod
17/10 /16

Rejin Gwilhmod

p.12 Ater Rejin Gwilhmod

Entanet e vez ar plac’h, dalc’hmat, pe e vefe kaoz ganti eus ar c’han, eus ar yezh, eus ar vuhez…

 

Rejin, pell ‘zo emaoc’h en emsav brezhonek tro-dro da Gemperle. Petra eo ho istor ?

Dre zegouezh on krog gant ar c’helenn brezhoneg, pa oa bet goulennet ganin mont d’ober war-dro un abadenn ‘kizidikaat war ar yezh’ en ur skol e bro Kemperle.

Saozneg ha galleg a gelennen d’ar mare-se, goude bezañ kaset ma amzer-studi war an treiñ dre gomz ha dre skrid, e Bro-Saoz hag e Pariz, ha ne oan ket gwall asur war ma live brezhoneg gant an nebeud kentelioù noz am boa heuliet, mui ur staj pe zaou. Met ma re vihan a oa e skol Diwan ha brezhoneg am beze tro da glevet er skol ha gant ma zud-kaer. E anv ar C’huzul-Meur e oan bet aotreet da vont neuze, ha me priziet ma barregezh gant ar bodad-tuta e Kemper. ‘Mod-se e oan bet kalonekaet ha mennet da zont a-benn. E gwirionez ne oa ket bet re ziaes ma c’hammedoù kentañ : un degemer a-feson am boa bet gant ar skipailh pedagogel ha tud ar skol. Al labour hag an endro am boa kavet plijus ken-ha-ken, diouzhtu, hag an holl vugale a oa entanet gant an abadennoù. Ne oa nemet c’hoari, sevel pezhioùigoù-c’hoari, kanañ ha dañsal d’ober gante, hag ar brezhoneg a zeue brav, aes ha laouen dezho ! Pegiz e c’hellfe bezañ mod all ? Plijadur hor beze asambles ingal ha fent a-hed an amzer ! Liammoù kreñv am eus dalc’het gant an dud-se ha tro hor bez d’en em welet a-wezhoù, ouzhpenn 20 vloaz war-lerc’h. Goude-se e oa bet krouet kevredigezh Mervent hag aozet e vez al labour-se ganti bremañ e Bro-Gerne. Aet eo ar c’helenn brezhonek war-raok abaoe an amzer-se : ouzhpenn 20 goprad a zo bremañ, ma ne fazian ket. Gant ar rener kentañ en doa fiziañs e dazont ar yezh hon doa bet pep a gevrat CDI. Pebezh keloù mat ! Aze e oan chomet da labourat betek an distro-skol diwezhañ, e miz Gwengolo 2015.

E staj-hañv KEAV e kelennan pemzektez bep bloaz ivez, abaoe ur 15 vloaz bennak. Hag er bloaz-mañ on aet da stummerez gant Stumdi ivez – nag a chañs am eus ! An doare d’ober a gavan dedennus-bras, efedus-tre ha plijus ken-ha-ken. Brezhoneg dindan 6 miz – ur sapre taol kaer, memestra ! Kentelioù brezhonek a aozan ma-unan ivez bremañ, gant an hentenn am eus prederiet warni ha peurlipet tamm-ha-tamm a vloaz da vloaz, frammet a-ratozh evit strolladoùigoù tud a-bep seurt ezhommoù ganto. Pevar den a zegemeran en ur rummad, par ma c’hellan. Gant ar bloavezhioù kentelioù noz em eus prenet skiant ha kavout a ran spletus ober gant nebeutoc’h a dud : an aergelc’h a blijadur hag a labour a deu diouzhtu, aes ha splann ; an dud o dez muioc’h a amzer da gaozeal ha nebeutoc’h a aon da faziañ. An eskemmoù a vez sioul ha flour. Un afer a fiziañs eo ivez, anat deoc’h ! Bep bloaz, er c’hentelioù noz ‘klasel’, e vez degemeret tud hag a zo o klask deskiñ ar yezh abaoe pell zo ha lod anezho zo bet digalonekaet meur a wezh en o bloavezhioù-strivañ. Ne gavont ket aes bezañ gant 10 pe 12 den all en ur strollad. Alies ne vezont ket en o bleud gant ar sistem-se a c’hell dereañ da dud all, evel rezon. Lod a vez spontet a-raok gallout kregiñ e-barzh da vat, zoken. Gwashat tra : n’eus nemet 50 % ag an deskarded er bloavezh kentañ (live 1) a gendalc’h en eil bloavezh, e Breizh a-bezh. Ur vezh ruz d’an aozerien ! Met petra an diaoul emaint oc’h ober ? Ne gomprenan ket ne vefe ket lakaet un tamm preder war an afer-se, abaoe keit all ! Gwir eo e vez heuliet stummadurioù hir muioc’h-muiañ bremañ, dreist-holl gant ar re yaouankañ, met an HOLL a rank kaout kentelioù hag az a mat dezho ! Petra emeur o c’hortoz evit mont war-raok gant an doareoù d’ober ? Pouezus-bras eo ! A-bouez-bras eo ivez kas ar yezh er-maez eus ar skol. Er bloaz-mañ em eus aozet ur gentel vrezhonek ‘saovaj’ e mirdi Pont-Aven nevesaet chik-ha-cheuc’h hep an disterañ gerig e brezhoneg – mersi bras a lavaran da dud Ai’ta ! evit o mennozhioù nevesaus hag o startijenn ! Poent e vefe mont di en-dro da welet ha graet eo bet ar pezh a zo bet prometet  : plegoù-dibleg divyezhek hag un enrolladenn e brezhoneg a-raok fin ar bloaz. N’eo ket kalz, emit-hu ? Nann, ‘at ! Met kalz gwelloc’h evit netra ! Er Faoued omp bet o weladenniñ hag o piknikañ ivez, hag un ‘devezh Thersiquel’ hon eus tremenet e Kemperle, bamet dirak fotoioù ha poltridi paotr Banaleg a c’heller gwelet bras ha splann e meur a lec’h e kreiz-kêr. Kredapl-bras hor bo kement a blijadur a-benn bloaz gant darvoudoù a-bep seurt.

Du-mañ pe e lec’h all en em gavomp evit ar c’hentelioù : ar pep pouezusañ eo plantañ brezhoneg ha kaout plijadur !

 

 

 

Ha bremañ, un hent all ?

 

 

 

Lenn e brezhoneg, bep sizhun, a fell deoc’h ober ; Koumanantit !

http://keit-vimp-bev.info/fr/ya