Poloneg

“Lod ac’hanomp ne gredont ket ken komz poloneg er ruioù e Harlow abaoe m’eo bet lazhet Arek gant ur vandennad re yaouank e fin miz Eost peogwir e komze poloneg !” O tont en-dro eus ur pirc’hirinaj e Lourdes gant eskopti Kemper emaon, ha war ur journal eus ar sizhun dremenet e lennan kement-se. E Bro-Saoz eo e c’hoarvez an dra-se, hag ur vaouez da lavaret : “Ar Saozon ne garont ket ac’hanomp. Niverus omp, hag e soñj dezho emaomp amañ evit resev sikourioù sokial hep ober netra, ar pezh n’eo ket gwir. Me va-unan, hag em eus ur bugelig, ne resevan netra a-berzh ar stad. Labourat a ran, va mignon ivez ha paeañ a reomp tailhoù !”

Em skouarn em eus c’hoazh ar pezh am eus bevet e-pad ur sizhunvezh. Bep abardaez e vez e Lourdes prosesion ar gouloù, hag e-pad ar brosesion-se e vez lavaret ar chapeled. Dibunet e vez an Ave Maria e yezhoù an holl strolladoù a zo aze, ha pep hini a respont en e yezh dezhañ. Disul em boa em c’hichen unan hag a responte eveldon e brezhoneg, reoù all e galleg, reoù all e saozneg, reoù all e italianeg, reoù all e hollandeg… Ur mor a dud asambles, ha pep hini en e jeu en e yezh dezhañ, ar pezh ne vire ket ouzh an darempredoù hag an doujañs an eil e-keñver egile.

Er mintin-mañ em eus klevet en tele unan eus hor pennoù bras, a ’n em ginnig evit bezañ prezidant, o tisklêriañ un dra bennak evel-henn : «Pa zeu un den estren da vezañ ur c’heodedad gall, e rank troc’hañ e wrizioù kozh, hag en em lakaat da soñjal e oa Galianed e dadoù-kozh !» Biskoazh kemend-all ! Ur wezenn hep gwrizioù a varv. Peseurt pinvidigezh a zegaso an den-se d’e vro nevez ma n’eo ket disheñvel ?

Degemer an disheñvelded hep nac’h ar pezh ez omp : setu labour brasañ ar c’hantved-mañ evit magañ ar peoc’h !