Paskal Henry
24/10 /16

Paskal Henry

p.12 Paskal Henry  (1)

Paskal, pe an doare da lakaat e vicher da glotañ gant e vennozhioù, war ar yezhioù, ar sevenadurioù…

Paskal, petra eo ho labour, resis ? 

Pa oan bihan e oan o chom nepell eus Orly. Goude bezañ bet skolaer em boa dibabet kejañ ouzh tud ar Bed.

Ober a ran war-dro ar surentez dreist-holl hag aozañ an traoù a-benn reiñ plijadur ar muiañ posupl d’ar veajourien. Penn logell kentañ (Chef de Cabine Principal e galleg flour) on hag e klaskan skignañ un aergelc’h a blijadur evit ma c’heneiled, ar vleinerien hag an holl re a labour tro-dro deomp ivez… Plijadur ha siriusted. N’eo ket ken anat pa vez ret deomp labourat en desped d’ar skuizhder, da skouer.

 

 

Kêrnitron al Lann, un dra vat ? 

N’hon eus ket ezhomm kaout un aerborzh nevez. N’eo ket stank Naoned Atlantel, pell alese. Ouzhpenn-se e c’hallfemp implijout an tren evit beajoù berr, aozañ an traoù evit ma c’hallfe ar Vreizhiz kaout o malizenn e New York (pe forzh ‘pelec’h) goude bezañ aet gant an tren war-zu Pariz. N’eo ket ret cheñch aerborzh evit kas kirri-nij en tu all d’ar bed. Posupl eo en ober bremañ ‘lec’h m’emañ. O chom e-kichen an Naoned emaon. Estreget ar re a labour e-kichen an aerborzhioù, n’eus den ebet a vije bet intereset da vont gant ur c’harr-nij da Bariz ma vije bet aozet mat an traoù gant an trenioù. N’eo ket tamm ebet youl tud ar finañs evel Macron avat. Arc’hant zo da c’hounit – evit un nebeud re – gant K.A.L. hag arc’hant an tailhoù da goll evit ar re all, dispignet da zistruj an natur… Hag al labour ‘vo kollet ivez rak pep tra ‘vo otomatizet e K.A.L. Gwelloc’h e vefe implij ar sammad-se evit ar yec’hed, an deskadurezh,… – traoù talvoudus- eget dispign an arc’hant publik da binvidikaat ar re binvikañ evel ma oa graet gant 40 miliard € ar CICE da skouer.

 

 

Gant ur bern yezhoù e rit… 

N’on ket breton a orin. Pa oan bihan e saven a-du gant ar re wasket a-enep ar re a wask. ‘Kostez an Indianed a-enep ar gowboyed, ‘kostez stourmerien ar Gumun a-enep tud Versailh, ‘kostez Louise Michel ha Nathalie Le Mael, da skouer, tud a-du gant ar Ganaked, o sevenadur hag al liesyezhegezh… P’am boa gouiet e oa difennet groñs komz brezhoneg em boa graet ma soñj e zeskiñ. Gwir eo, a-drugarez da Alan Stivell, Servat, ha reoù all e oan bet e darempred (dre ar pladennoù) gant tud digor bras-bras o spered. Trugarez dezhe. Ur wech o chom e Breizh (en Naoned) em boa desket brezhoneg da vat, kroget da stourm evit ar yezh ha divizet em boa ober ar c’hemennadennoù e brezhoneg etre Pariz hag an Naoned, Brest hag an Oriant. Bremañ ma ‘z on CCP ne veajan nemet tro-dro ar bed gant beajoù hir. Padal e lâran bewech er mikro e galleg hag e saozneg :  » Hiziv, estreget ar galleg hag ar saozneg ez eus tud er skipalh a gomz spagnoleg, alamaneg… Kreoleg, euskareg, swahili, tamazight,… (hervez ar c’heneiled) ha brezhoneg ». Posupl ‘oa bet din kaozeal brezhoneg e-bourzh memestra gant tud barrek war ar yezh. Gant Kofi Yamgnane, da skouer. Souezhet e oa ma c’heneiled rak soñjal a raent e komzemp ur yezh eus Togo. Just a-walc’h em boa soñjet e vefe un dra vat ober ar c’hemennadennoù e yezhoù minorelaet broioù ar Bed. Ober a ran e Fon, Soussou, Bambara, Mina… dastumet ganin ha dreist-holl gant ur c’homandant-bourzh a rae ar memes tra. Souezhet e vez an dud ha darempredoù eus ar c’hentañ e tegas deomp. Abalamour da se e veze goulennet alies gant ma c’heneiled tennañ ul luc’hskeudenn eus an destenn. Neuze em boa divizet sevel ur blog gant sikour kalz tud evit ma vo posupl d’an holl a fell dezhe degemer an dud gant ar yezhoù-se, met ivez gant ar brezhoneg, an euskareg, an alzasianeg, ar c’hatalaneg, ar yezh Oc, an esperanto (ar gallaoueg pa gavin un troer), ar c’hetchua, an mapungun, an navajo… ha yezhoù all ma vez tud evit sikour din e seurt yezhoù-se… Met n’on ket ma-unan o kas sevenadur ar vro dre ar Bed. Magalie Floc’h, eus Brec’h, a ambroug ar strolladoù da c’houel Sant Padrig e New York bep bloaz hag enrollañ a raio ar c’hemennadennoù e brezhoneg he zolpad evit ar blog emichañs. Ha Kim a ya da seniñ e pep lec’h ar bed gant e vinioù bras, ha tud all c’hoazh.

 

 

 

 

Lenn e brezhoneg, bep sizhun, a fell deoc’h ober ; Koumanantit !

http://keit-vimp-bev.info/fr/ya