O klask lakaat da gemm…
17/10 /16

O klask lakaat da gemm…

Bloaz ‘zo e oa bet lakaet ar gaoz war an emgann a zo etre kluboù al Lig 1 evit gouzout gant peseurt re ez aio ar galloud el Lig 1, gant peseurt re e vo dasparzhet sammadoù ar gwirioù skignañ. Ar sizhun paseet eo deuet war-wel c’hoazh disemglevioù ar vell-droad vicherel e Frañs.

 

 

Evel bep bloaz en em vod renerien kluboù al Lig 1 hag al lig 2 evit dilenn ar re a vo e penn an LFP. Abaoe ar bloaz paseet ‘zo eus 2 sindikad e bed ar vell-droad vicherel, ‘pezh ne oa ket bet morse. Gwengamp ha kluboù al lig 2 o doa dibabet chom e-maez ar sindikad “Première Ligue” bet ijinet gant kluboù bras al Lig 1. Gwelloc’h e kavent chom er sindikad “istorel”, hini an UCPF, bodet ennañ holl gluboù al Lig 1 hag al Lig 2 gwechall.

Eus un afer “brezelioùigoù etre personelezhioù disheñvel” eo deuet da vezañ unan a arc’hant dreist-holl, e liamm gant ar sammad a zo da vezañ dasparzhet etre kluboù al Lig 1 hag al Lig 2 a-drugarez d’ar gwirioù skignañ, etre 700 ha 800 milion € bep bloaz evit ar prantad 2016/2020. Ha lipous selloù ar re a zo pinvidik dija, war ar sammadoù-se.

 

 

C’hwitet ar putsch

 

 

 

Lenn e brezhoneg, bep sizhun, a fell deoc’h ober ; Koumanantit !

http://keit-vimp-bev.info/fr/ya