Nathalie Diallo
31/10 /16

Nathalie Diallo

p.12 Ater Nathalie Dialo 2 Nat ha MammigA evel Anaoudegezh

Degas anaoudegezh war an deskiñ d’an dud deuet eo ma zachenn, dre studiadennoù evit kreizennoù stummañ ha strollegezhioù tiriadel. Doner an enklask… me ‘gav din se zo kaoz on krog gant un dezenn war skiantoù an deskadurezh, war an emstummañ en ur c’henarroud cheñch-dicheñch. Studiet ‘vo emdro emzalc’h hag engouestl an deskarded war ar brezhoneg e-keñver o red-micher. Un diouer ag anaoudegezh war an emstummañ e bed an enklask, ha politikerezh stummañ war ar brezhoneg, hag an hentennoù a c’hallfe bezañ kinniget. Petra ‘vez graet gant an anaoudegezh degaset d’ar re a ziviz ? Se zo un afer all !

 

 

B evel Blog “Bevañ ha labourat e brezhoneg”

Krog on gant ur blog e brezhoneg da bleustriñ war ar skrivañ. Kinniget ‘vez ma soñjoù ha martezeadoù war traoù a bep seurt hag a c’hoarvez em buhez. Interesant ‘vo gwelet an emdro a-gaoz d’an deskiñ yezhel ha sokiologel. Peadra zo da lenn, prederiañ hag arguziñ evit an holl vrezhonegerien dre ar bed a-bezh a-drugarez d’ar c’henrouedad. Betek er Stadoù-Unanet ‘vez lennet !

 

CH evel Cheñch

Broudus eo ar cheñch din-me. Koulskoude eo ret arguziñ da lakaat ac’hanon da cheñch ma savboent !

 

 

D evel Deskiñ 

Amsklaer ‘oa ster ar c’hentelioù kaset deomp e-keñver ar vuhez ha me da zeskiñ ur bern traoù e-maez ar skol. Gwelloc’h e vije ganin deskiñ traoù a dalvez ar boan emren hag etreoberiek er strolladoù gant ur skolaer denelour o tegemer ar vugale diziviz ha neket evel m’eo dleet. Emzalc’h ur skoliad a c’haller bezañ engortoz anezhañ ha neket e bersonelezh. Mentrezhañ, feulster ha diuzouennañ naturel a c’hoarveze ha neket deskiñ. Petra ‘dalv ur skoliad mat en ur wikefre fall ? Se zo kaoz marteze e studian emstummañ an dud deuet goude bezañ bet desket en un hentenn ne gas ket nag an emren nag ar skiant-varn hag a c’hall bezañ gwallgasus war bugale zo hag az afe war dud feuls en ur c’helc’h-bac’h. Ezhomm en deus an nen da zeskiñ a-hed e vuhez mod pe vod.

 

 

E evel Ekologiezh

Estreget un afer gwareziñ an endro eo an ekologiezh, dezhi ar pal pennañ e chomfe bev Mab-den hag ar boudoù all. Me zo ekologourez e ster an naturer E. Haeckel, ma sell ouzh ar bed en ur grediñ ez eus ul levezon etre an endro hag hon ober ha ni-hon unan. Neuze e vo anezho ar Vretoned hervez ar perzh a vo graet ganto hag ar C’hallaoued war an tachennoù politikel, ekonomikel, sokial, teknologel, hag evit ar brezhoneg, an elfenn bennañ ha meziant sevenadur Breizh en un endro gallek ha bedel.

 

F…

 

Lenn e brezhoneg, bep sizhun, a fell deoc’h ober ; Koumanantit !

http://keit-vimp-bev.info/fr/ya