Laetitia  Fitamant
03/10 /16

Laetitia Fitamant

p.12 Laetitia e Festival ar Sinema e DzLaetitia, petra ho peus graet a-raok labourat e Radio Kerne ?

Skolaerez on bet e-pad ur bloaz hanter bennaket a-raok labourat evit Radio Kerne. Buan em eus gwelet ne oa ket ur vicher evidon. Pe marteze e oan re yaouank evit he friziañ e-giz e tlee bezañ. Ma ‘m bije kavet an doare d’en ober ‘vijen chomet studierez ma buhez-pad. N’eo ket re ziwezhat, a lâroc’h din.

 

 

Penaos e tremen unan eus ho tevezhioù labour ?

Kregiñ a reomp gant un emvod-labour evit ober tro ar sujedoù a c’hell bezañ tretet.

Goude-se em bez da gas pellgomzadennoù a-benn diskoachañ brezhonegerien evit sujedoù zo, pe gwelet diouzhtu gant ar re a anavezan penaos ha pezavare e vo posupl da enrollañ anezhe. En em ditouriñ a ran evit soñjal er goulennoù a vo da sevel evit fardañ ur sujed klok ha dedennus, ha mont a ran da reportajiñ e-pad ur prantad dibres eus ma implij-amzer, da lâret eo pa chom amzer c’hoazh a-raok bezañ ouzh an daol-veskañ er studio evit ober un abadenn war-eeun.

Ul lodenn eus ma devezh a gasan, splujet e kelaouennoù liesseurt evit kavout danvez da lakaat en un heuliad kronikoù anvet “Ar bed o treiñ”. Ul labour etre an treiñ hag an azasaat a ran ur wech kavet ar pennad, diwar-benn an tem en deus skoet ma spered ar muiañ e-touesk diskoachadennoù an devezh er c’helaouennoù en-linenn. Goude-se em bez ivez d’en em soñjal gant Morgane Bramoullé war ar mod da sevel an abadenn a gasan asambles ganti bemdez eus al lun d’ar gwener etre 4e30 ha 6e00. Arru d’an eur-se e chom un nebeud traoù teknik da renkañ. Da 6e10 d’an aliesañ ez eo echu ma devezh labour.

 

 

‘Pelec’h e kavit danvez ho kronikennoù ?

En ur choaz ledan a gelaouennoù, lod deusoute livet o fennadoù gant ar politikerezh. Er mediaoù gall bras e neuian bemdez, eus an tu kleiz d’an tu dehou (Libé, le Monde, le Point, l’Express, le Figaro…) met buan e vez enoeus : skrivañ a reont holl diwar-benn ar memes traoù er memes devezh, ne zesker ket mui kalz a draoù o vont d’an eil d’eben. N’eus ken nemet en o mod da adskrivañ depechoù savet gant kazetennerien an AFP ma vo kavet un diferañs : o c’hizidigezh politik a lakaont enne. La Croix, Le Temps (Suis), Reporterre, L’Huma’ a zo dedennus dre o identelezh kazetenniñ sklaer. Furchal a ran ivez er c’helaouennoù skiantel (Sciences et Avenir…). Ne labouran ket gant Valeurs Actuelles hag an torchoù heñvel deusouti, ha pa vefent enlinenn gant ur .bzh bennaket. Petra eo ar gwellañ skoazell da bellaat diouzh an etnogreizelouriezh hep gouzout un 50 yezh bennaket ? Courrier International an hini eo. Gras d’ar skipailh-se e c’heller lenn ouzhpenn kazetennerien gallegerien pe saoznegerien anezhe (memes ma tapan gras dezhe pennadoù tennet eus The Guardian, New York Times…) pe o vevañ er broioù o ren war ar bed. Sav-poent an holl er bed a c’heller kaout, hag ouzhpenn demokrated a lenner en o zouez. Ledan eo ar sell ouzh ar bed, gras dezhe. Ur stil kazetenniñ dre skrid priziet kalz ganin ne c’hellan ket implijout evit ma c’hronikoù, siwazh din : an enklaskoù hir eus ar seurt a gaver er gelaouenn “XXI” pe e “Le Monde diplo”. P’eo chomet ar gazetennerien da vevañ un nebeud sizhunioù pe vuioc’h el lec’hioù a felle dezhe kontañ ha pa vezont aotreet da leuniañ meur a bajenn da gontañ se.

 

 

Diouzh petra e vez dibabet danvez-mañ-danvez ganeoc’h ?

Diouzh ma c’huriusted din-me da gentañ. Goude e tlee bezañ titouret reizh ha speredek, troet mat. Ur pennad kazetenniñ savet mat a rankan lenn e galleg dija. Ur wezh kavet an harp-se e klaskin gwiriañ an titouroù roet din e pennadoù all war ar memes sujed. Mar d’eo bet skrivet gant an treid e ouezin buan a-walc’h : ne c’heller ket azasaat ur skrid ha n’eus ket bet lakaet un tammig bihan a boell ennañ.

 

 

Pehini eo ho peus bet ar muiañ a blijadur da gas da benn ? 

Kement a zo deusoute abaoe m’on komañset da sevel anezhe ken ne ouifen ket lâret. Er mare-mañ e kavan ma flijadur o treiñ an holl dud o dez traoù dedennus da gontañ e-giz testoù pe arbennigourien war Egile, an Estren, an hini a vo ret deoc’h ober ur striv e-giz n’ho peus ket graet alies evit e anavezout. E-giz-se em eus graet anaoudegezh n’eus ket keit se gant ar glaskerez Catherine Whitol de Wenden. Al labour intelektuel-se, graet evit sortial eus ho ‘zone de confort’ e-giz e lârer e galleg, a zo talvoudus. Goude-se ‘teuio tud anavezet mat ganimp da varmouzañ ha da louzañ ar strivoù-se, ha dont a raint da wiskañ se gant kaoc’haj, oc’h ober tud hegredik deusoudomp, dre o c’helaouennoù ha manifestadegoù. Met n’ez aer ket da hegredikoc’h pa glasker deskiñ hiroc’h war Mad-den, er c’hontrol. Ha pa reer se  e tesker war ar memes tro kalz a draoù war ar re a zeu d’ho añmerdiñ war ar sujed-se. Kentelius eo. A-raok ne vefe lakaet ar gaoz war an embroidi e plije kalz din ar sujedoù war istor ar yezhoù, ar pobloù, an ekologiezh dre ar bed, pe an anadennoù naturel.

 

 

Petra eo an diaesañ er vicher-se ?

Doujañ da reolennoù diazez ar brezhoneg, da gentañ. Pas treiñ da zigalonekaat pa soñjer en niver bihanoc’h-bihanañ a dud gour a c’heller c’hoazh enrollañ hiziv-an-deiz, pas treiñ da sot pa soñjer er sujedoù a ranker lezel a gostez pa n’eus brezhoneger ebet da zegas skiant war se.

 

 

Petra a blijfe deoc’h ober e-kichen, pe goude, war dachenn ar skrivañ pe ar c’hinnig ? 

Ur vicherourez on-me, n’on ket bet flemmet c’hoazh gant ar c’hoant da skrivañ pe grouiñ hag arru e penn al labour krouiñ-se. Ha ma ‘m eus komañset da ezteurel traoù zo war baper ez eo pell re zister evit kaout danvez da reiñ da lenn da Yann pe da Gatell lenner-ez. Treiñ a blijfe din, met n’on ket komañset d’en ober, skornet un tamm ma ‘z on gant an aon pas bezañ barrek a-walac’h d’en ober. Heuliañ ur stummadur treiñ a-live uhel a blijfe din, ur c’hwec’h pe un nav miz bennaket er skol-veur. Un dra all a vefe talvoudus ivez : difraostañ un hent, gant skoazelloù argant gouestlet da se, evit ma vo kavet ur brezhoneger pe meur a hini arbennik war kement yezh ez eus bet skrivet lennegezh ganti. Evit treiñ a-ziwar ar saozneg, an alamaneg, ar c’hatalaneg, ar c’hastilhaneg ar rusianeg, ar japaneg (…) a ouier ober. Er bloaz passeet  em boa graet anaoudegezh gant ar barzh Nazim Hikmet hag e kav din  n’em boa morse lennet ur varzhoniezh ken brav ha ken modern. Met penaos kinnig skridoù Hikmet ma n’oc’h ket gouest da dostaat outañ e turkeg evit kregiñ ? Al labour a grogfe gant an treiñ e galleg ?

 

 

Peseurt bro ‘pije c’hoant da weladenniñ ?

Ur vro ? Morse n’em eus  graet ma feadra d’ober beajoù hir met em renabl e kavfec’h, n’eo ket ur vro en he fezh met ur gêr da gentañ  : San Francisco an hini eo. Goude e teufe ar menez ‘Yosemite’, (just e-tal-kichen emañ), goude Mongolia, Kamchatka, Chile. Island ivez. Da heul ‘vo c’hoazh un heuliad kêrioù em bo c’hoant da welet : San Petersburg, ha da heul, tostoc’h, an holl gêrioù eus Kreiz Europa. Un doare all da veajiñ a gavfen brav : mont gant Hent ar Seiz, evit ober anaoudegezh gant kêrioù ha pobloù ar Reter Tostañ ivez. Re dost ouzh Gouriz ar bed n’ez in ket : morse n’em eus  kavet plijus bezañ re domm. Ha koulskoude e chomfen dedennet gant an holl sevenadurioù ganet a-hed ar gouriz-se. Yemen a blijfe din evit he c’hêriadennoù brav-spontus er menezioù : n’eus ket bet savet kalz a draoù ken brav. Evit poent on chomet em c’hanape, ha graet ‘m eus beaj an hini paour : dre internet ha dre al levrioù.

 

 

Peseurt kalite a blij deoc’h ar muiañ en un den ? 

Ar c’hoant difin da glask gouzout ha deskiñ. Ar c’huriusted evit lâret eeun an traoù. Gant se ez eer pell. Goude ar c’halite-se, da heul, e teu ar speredegezh, ar brokusted, ar vadelezh, an diuntuegezh, ar reizhded dleet da Egile ma n’eo ket un enebour hag a fell dezhañ ho lazhañ. Gouest e ranker bezañ, gras d’ar c’huriusted, da gaout un anaoudegezh ledanoc’h eus an traoù, da chom hep sevel patromoù gros ha hollek da renkañ an dud hag ar soñjoù. Marv ar spered eo ar fed da renkañ kement tra, kement den, kement sevenadur e hollegezhioù gros. Gouest oc’h d’ober ho hent war-du tachennoù chomet dianav d’ho tud, d’ho kumuniezh peogwir n’eo ket o sevenadur. Ar rannañ hag an deskadurezh, ma n’eo pleustret ganeoc’h ken ‘met gant ho kerent, ho kelc’h, an dud a liv pe a relijion ganeoc’h hepken, ne dalvez mann ebet. N’eus ken er mafia pe en tu-dehou pellañ, pe en hor strolladoù politik e penn ar stad ma c’heller mont en-dro evel-se, divezh.

 

 

Peseurt levr a yafe ganeoc’h war un enezenn didud ?

Ul levr hepken… a zo dibosupl. Koulz en em goll en dezerzh gant ur voutailhadig dour. Ma ranker choaz unan, lakaomp ‘Cent ans de solitude’, gant Gabriel Garcia Marquez. Pe ‘Le Nom de la Rose’, ur romant gant Umberto Eco. ‘Les chants de Maldoror’ ivez a vefe brav, met war un enezenn didud e rofe c’hoant d’en em grougañ.

E gwirionez ‘vefe plijusoc’h din mont kuit gant holl oberenn Garcia Marquez, holl skridoù ar familh Brönte, romantoù Romain Gary, danevelloù Annie Proux, Edgar Allan Poe, kontadennoù skrijus Stephen King…

 

 

Ha peseurt meuz a blij deoc’h keginañ ?

Kig-yar doare Kreta : gant olivez, rezin Korintez, safron ha greun kouskous.

 

 

En ur ribourzherez emaoc’h. Kinniget e vez deoc’h dibab ho kantved ha ho lec’h bevañ. Petra a zibabit ? 

Meur a gantved ha meur a lec’h, da weladenniñ ar palezioù hag o gwelet dres er mod ‘oant p’int bet echuet. Dreist-holl e Kambodjia hag e Rajasthan. E Azia dre vras. Gwelet ul levraoueg ‘giz an hini debret gant an tan e ‘Le Nom de la Rose’. Kaout ur soñj bennaket eus ment ha kalite levraoueg Aleksañdri, aet da get ivez en amzerioù kozh. Gwelet jardrinoù Babilon ha Kêr Is, anat deoc’h.

 

 

Gant piv ho pije c’hoant da eskemm ho puhez e-korf ur sizhunvezh ?

Ur sizhunvezh ne vefe ket sufiz evit se, met plijout a rafe din bezañ un annezad eus ur gêr vras, gant un identelezh kreñv : San Francisco, Valparaiso, Vienna, Londrez, Sant Petersburg, Istanbul, Stockholm, Reykjavik… ur gêr vras gant boazioù ha kelc’hioù mignoned er gêr-se. Pas bezañ un tourist hepken el lec’hioù dibar-se.

 

 

Peseurt donezon ho pije bet c’hoant da gaout ?

Pep den donezonet mat a anavezan a labour kalz. Ha lezirek on-me.

 

 

Bez’ ho pije da adkregiñ gant ho puhez. Petra a cheñchfec’h ?

Ma mod da dapout krog em studioù. Ar mod ‘m eus bet da vagañ ma c’hoantoù.