Koshaat

“Koshaat n’eo ket kalz a dra, fallat eo ar gwashañ !” Setu aze un diskan a glever alies a-walc’h, hag ur mignon din, aet dija war an oad, da genderc’hel evel-henn “Ar re gozh o dez poan etre dijuni ha koan !” Gwechall e veze lavaret ivez : “Ma ’peus c’hoant bevañ kozh, lakait butun deiz ha noz  !”, ha c’hoazh “E-kichen ur choz kozh eo brav tommañ  !”, hag ivez “Ar chozioù kozh ne vevont ket pell pa vez cheñchet plas dezho !” A bep seurt troioù-lavar evel-se a veze hag a vez c’hoazh implijet ganeomp da gomz eus ar gozhni, ’vel ma ne vije ket cheñchet kalz ar gozhni.

An enklaskoù bet graet er bloavezhioù diwezhañ a ziskouez mat un dra : kalz tud a ra ur c’hemm bras etre o oad gwirion hag an oad a santont. Da 65 bloaz ec’h en em santer yaouankoc’h a 12 vloaz hag evit lod e kresk c’hoazh ar c’hemm goude pevar-ugent vloaz.

….

 

 

Lenn e brezhoneg, bep sizhun, a fell deoc’h ober ; Koumanantit !

http://keit-vimp-bev.info/fr/ya