Korsika : feulster, yun hag emzaskoriñ

p.2 Battini GI 3

Ar vroadelourion a zo e penn ar jeu ensavadurel e Korsika ha diskroget en deus an FLNC diouzh an armoù. Met n’eo ket sioulaet ar emsavourion korsat evit kelo-se. E penn ar stourm bremañ : yaouankizoù ar Ghjunventù Indipendentista. Daou ezel a zo bet kondaonet ar miz-mañ. 10 a zo o yuniñ evit dieubiñ an daou gentañ hag unan all a zo o paouez difoupañ eus ar strouezh. War-dec’h e oa abaoe 2013. Ha brudet eo e familh !

 

 

“Fistoul” ‘oa rummad kozh an emsavourion korsat. Met e-keñver o zadoù kozh, n’eo ket sur e vo siouloc’h ar re yaouank a-vremañ ! E penn ar stourm emañ ar Ghjuventù Indipendentista, da lavaret eo ur strollad emren gouestlet d’ar re yaouank, liammet mui-pe-vui ouzh Corsica Libera, ur strollad e penn ar jeu  politikel hag ensavadurel bremañ, a-stroll gant emrenourion Femu a Corsica. Diaes eo evit Corsica Libera “derc’hel ar straedoù” bremañ ha dornata ar polis evel gwechall, neuze. Dindan lagad an heol diantao. Ouzhpenn-se en deus diskroget an FLNC-UC diouzh an armoù abaoe miz Even 2014.

Morzhol ar justis

Se zo kaoz e vez dalc’het ar banniel gant ar Ghjuventù Indipendentista, er straedoù pa ne ve ken. Daou zen yaouank, Nicolas Battini (23 bloaz) ha Stéphane Tomasini (24 bloaz) zo bet harzet e 2013 evit ur gwalldaol da heul ur vanifestadeg galvet gant ar Ghjuventù. D’ar 7 a viz Here e oant barnet ha kriz eo bet ar c’hastizoù evit ur “c’harr-tan maout” ennañ ur vombezennig ouzh is-prefeti Corti : 5 hag 8 bloavezh toull-bac’h. Skeiñ kreñv en deus choazet ober al lez-varn gall.

 

 

Lenn e brezhoneg, bep sizhun, a fell deoc’h ober ; Koumanantit !

http://keit-vimp-bev.info/fr/ya