Ewen Jacq-Perrot
10/10 /16

Ewen Jacq-Perrot

p.12 Ater Ewen 2 - orin

Un troc’h en deus graet, aet kuit pell evel ma ra ur bern tud eus e oad, c’hoant ganto gwelet bro.

Ewen, skrivet ho peus kalzik. Petra zo plijus en afer-se ? 

Evit lavaret ar wirionez, n’eus nemet un dra a zisplij din pa skrivan : skrivañ… Da lavaret eo, an ober : pouezañ war touchennoù va urzhiataer da lakaat sin ha sin da stummañ gerioù, ger ha ger da stummañ frazennoù, frazenn ha frazenn da leuniañ pajennoù, betek ma vefe bet pouezet war an touchennoù ouzhpenn dek mil gwech. Skuizhus eo…

Estreget se, tout an traoù all a zo dreist. Klask un doare da daolenniñ ar santadur pe ar skeudenn a zeu sklaer deomp en hor penn a zo ur boelladenn dedennus-tre ; un tamm evel sevel un divinadell. Rak n’eo ket a-walc’h diskrivañ atav : ar re o deus lennet Lovecraft o do bet ur skouer mat. Kêr R’lyeh pe kement tra a denn da Cthulhu a zo dibosupl da ziskrivañ. Ha n’eo ket un doare da lavarout ne c’heller ket taolenniñ anezho, nann ; unan eus poentoù pennañ ar bed lovecarftian eo ar mennozh emañ Cthulhu ha R’lyeh e-tal hor bed hag hor skiantoù-ni. Dont a ra Lovecraft a-benn da daolenniñ ar pezh n’eo ket posupl, dre taolenniñ pegen dibosupl eo taolenniñ ar pezh arvestet gant an tudennoù. Skeudenniñ santadurioù, boueta santadurioù d’ar skeudennoù ; setu ar pep dedennusañ.

Ouzhpenn-se, atav em eus bet plijadur oc’h ijinañ istorioù, ha pa vefe evidon-me, pe evit c’hoari gant va breur. Ha kaout va levr nevez-moullet em daouarn a zo unan eus ar mareoù plijusañ. Ha kejañ ouzh lennerien, ha kaout o ali diwar-benn al levr. Nann, ar gudenn nemeti a zo… skrivañ.

 

 

Ur wech e Bro-Japan, petra eo ho sell war Bro-C’hall, Breizh…?  

“I come from Brittany, in France.” Setu ‘pezh a respontan, peurliesañ pa ‘m bez d’en em ginnig. (pe “Furansu no Burutanyu kara kimashita.”) Padal, pa ‘z eus bet an tagadennoù e Frañs em eus bet muioc’h a boan d’en em droc’hañ eus an “identelezh” gall roet din gant va faperioù. D’am soñj ez eo liammet ouzh ar savboent japanat war ar bed e diavaez Bro-Japan. E japaneg e troer “estrañjour” dre “gaikokujin” (pe “gaijin”, dre zispriz), da lavaret eo “tud [ur vro] eus an diavaez”. War meur a boent e rann ar Japaniz ar bed etre Bro-Japan… hag ar peurrest.

Diaes eo displegañ an diforc’h etre Gall ha Breizhad pa weler an diforc’h etre an daou-se hag ar sevenadur japanat. Pe an diforc’h etre ar sevenadurioù european kenetrezo. Pe n’eus forzh peseurt kevredigezh kornôgelaet.

Ar gentel a dennan eo ez eus peadra da vezañ chalet gant an diforc’hioù sevenadurel, rak un dra bennak gwirion ez eo. Ha, war memes tro, n’eo netra nemet un afer a skeul ; ma pellaer e weler ez eus atav traoù boutin etre ar c’hevredigezhioù, ar sevenadurioù. Deomp da zerc’hel soñj ez eo an diforc’hioù-se pinvidigezhioù ha n’eo ket redioù pe harzoù.

 

 

Peseurt diforc’hioù a welit etre tud Bro-Japan hag ar Vretoned ?

Heu… Aesoc’h e vefe lavarout petra a welan hag a zo boutin. Rak aes e vefe leuniañ div niverenn eus Ya ! gant perzhioù dibar ar sevenadur japanat. Berr-ha-berr, n’eus netra boutin : an doare da zaremprediñ, da skouer, a zo “a-blom”-tre e Bro-Japan, p’emañ kentoc’h “a-blaen” e Breizh. Ar c’hevredigezhioù european a zo diazezet war ur mennozh a barded sokial ; pep oberour a zo par d’un oberour all… E Bro-Japan ez eo ar c’hontrol-rik : an oad, da skouer, a zo un elfenn pouezus-tre. Soñj ‘m eus bezañ bet o c’hoari frisbee gant studierien japanat n’anavezen ket. Disoursi eo aet an darempredoù, betek ma c’houlennfent va oad. P’o deus merzet e oan daou vloaz koshoc’h egeto on bet lakaet da “senpai” kerkent ; un doare “breur pe c’hoar vras” a gaver e kement strollad, ne vern pe oad.

Tachennoù boutin a zo, koulskoude : ul liamm a zo dre an darempred gant ar mor, p’eo Breizh un enezenn pe dost dija. Tennañ a ra ivez ar “matsuri” hengounel d’ar pardonioù, war poentoù zo. Hag… iskisat tra. Al liv glas. Memes kudenn hag e brezhoneg !

 

 

Gant petra oc’h bet souezhet ar muiañ ? 

An tanioù er c’hroaz-hentoù… 70 % anezho a ra trouz. Souezhet e oan bet ar wech kentañ.

Pe sevended reut ar Japaniz. Gouzout a ran ; “Pebezh kliched !” Ya. Met gwir-tre eo.

Pe an doare o deus ar c’hêriadennoù japanat da aloubiñ kement tachenn blaen, o lezel gwerc’h ar menezioù, pe dost, goloet a goadeier, pa n’int nemet ur c’hant metrad bennak eus an tourioù anneziñ.

Pe an doare ma astenn ar menezioù betek ar mor, o lezel nemet al lec’h a zo ezhomm da sevel un hent etre ar grec’henn hag an aod.

Pe… Paouez a rin amañ : hir e vefe al listenn…

 

 

Peseurt diforc’h a vo etre an Ewen a-raok hag an Ewen goude ? 

Meur a hini, anat deoc’h. Ha pa ne vefe nemet ar fed am eus kavet kalon da brederiañ un tammig war va dazont dre  bellaat eus ar bed on boas outañ. Pe abalamour d’an niver bras a vroioù hag a bobloù em eus bet un tañva anezho amañ, dre gejañ ouzh studierien etrebroadel eus pep kevandir (annezet). Digoret eo bet kalz va spered, hag a-wechoù ez eus bet un implij end-eeun eus ar pezh am eus bet gwelet. Farsus-tre e kavan an tabut war ar burquni e Frañs, dreist-holl pa vez difennet ar gwiskamant-se e anv ar maouezed. Aet on da neuial gant un Ejipsianez hag un Indonezianez ; ur sae-neuial ordin a oa ganto, setu tout, hag un tog-spluj evel ar re a ranker gwiskañ e lod vrasañ ar poulloù-neuial hiziv an deiz. Atav e ra vat pellaat eus ar savboent a seblant anat ar muiañ…

 

 

Pe lec’h da reiñ da anavezout ?

Tarumizu, ur stêr e tu all da vae Kagoshima. E miz Gouere, pa echu mare a glaveier bras, e red ar stêr sklas eus ar menezioù a-dreuz ar c’hoadeier o kizellañ mein dispar evit mont da splujañ diwarno.

Pe Breizh (a-bezh), evit va mignoned am eus kejet outo e Bro-Japan.

 

 

Ha peseurt arzour ?

N’on ket sot gant an holl arzoù ; poan em eus da vezañ fromet gant an dañs pe gant an arzoù plastek. Hag evit an arzoù all, ar sonerezh pe ar bandennoù-treset pe ar c’hoarioù-video (ya, un arz eo, a-wechoù…), e cheñch kalz diouzh va imor.

 

 

Peseurt sonerezh a blij deoc’h lakaat pa vezit hoc’h unan ?

An hevelep CD e-pad mizvezhioù, digudenn. Hag un deiz e fell din cheñch CD hag e chomo an hevelep hini e-pad mizvezhioù. Ar pep farsusañ : bez’ e c’hell bezañ n’eus forzh peseurt stil pe dost : pop, rock, metal, folk, trad,…

 

 

Peseurt bro ‘pije c’hoant da weladenniñ ?

Turkia, a-drugarez da vignoned kejet outo amañ. Ha gweladennet e vo ganin war hent an distro da vBreizh, e miz Here.

 

 

Peseurt kalite a blij deoc’h ar muiañ en un den ?

Peurliesañ e kavan ur c’halite mat en dud a blij din, kentoc’h eget dont da gaout plijadur ouzh an dud abalamour d’o c’halite. Ne c’hellfen ket en em glevet gant unan bennak re serr e spered, ‘m eus aon. Ha pa ne vefe nemetken peogwir on techet da enebiñ ouzh kement savboent re serr.

 

 

Peseurt meuz a rit p’en em lakait da geginañ ?

Ur rekipe a zalc’han sekret. An anv a c’hell sikour ac’hanoc’h da zivinout petra a zo e-barzh : “Ar Pezajomeryenerz.”

 

 

Peseurt het goulenn digant ur voudig ?

Bezañ kontant a-walc’h gant va buhez evit chom hep kaout da c’houlenn seveniñ tamm het ebet. (Bim ! Mindf*ck !)

 

 

Kinniget e vez deoc’h dibab ho kantved ha ho lec’h bevañ…

‘M eus aon e vefe re zipitet va c’halon romantel hep ma vefe re souezhet va spered troet war an istor, ne vern peseurt koulz amzer a zibabfen…

 

 

Gant piv ho pije c’hoant da eskemm ho puhez e-korf ur sizhunvezh ?

Gant ur plac’h. Bez’ ez eus un toullad goulennoù ne c’hellfen kavout o respont nemet e-mod-se.

 

 

Peseurt micher ho pije bet c’hoant d’ober ha n’ho peus ket graet ?

Amzer am eus c’hoazh evit ul lodenn vat anezho, neuze e respontfen micherioù bevennet gant an oad ; astraer pe traoù ‘seurt-se.

 

 

Dirak petra e vezit bamet ?

Dirak kalz a draoù dister evit lodenn vrasañ an dud ; dibarderioù matematitkel, fizikel pe goemetrek, emzalc’h an dud, ar vugale pe al loened…

 

 

Petra a zo en ho kerzh, ha na rofec’h da zen, e mod ebet ?

Ur voestad a-bezh a netraigoù ‘seurt-se am eus. Amañ ganin e Kagoshima, da skouer, pegsunioù bet peget war va roched gant ur vignonez a zo evel ur c’hoar vras din. Dastumet am eus anezho a-feur ma kouezhent.

 

 

Petra eo ar c’hrennlavar a blij deoc’h ar muiañ tout ?

“Ca partait d’une bonne intention. L’enfer en est pavé.” Abaoe m’am eus komprenet ster an dro-lavar-se ez on souezhet atav gant pegen gwir ez eo. (Ha dindan ar stumm-se eo e plij din ar muiañ).

 

 

Da biv e kasfec’h ul lizher klemm ?

Da gement den a zegas en-dro mennozh “l’identité nationnale française”. Kavout a ran ar mennozh-se faos, dañjerus, disprizius ha pilpous.

 

 

Hag ul lizher gourc’hemennoù ?

Da vMegan Lindholm a.k.a Robin Hobb, skrivagnerez The Royal Assassin. Paneveti n’am befe ket kroget da skrivañ.

 

 

Piv eo an den en deus roet deoc’h ar c’hentelioù pouezusañ evit ren ho puhez ?

Klask a ran tennañ kentelioù eus kement tra a welan ha poan em eus o lavarout peseurt re eo ar re bouezusañ. Estreget va zud ; va c’helennerien, marteze…

 

 

Pehini eo ar gentel bouezusañ da reiñ d’ar vugale yaouank ?

An Douar hon eus da rannañ kenetrezomp, mibien-Den, ha gant peurrest ar boudoù bev. An abretañ e vimp gouest da vevañ diouzh ar mennozh-se, ar gwellañ.

 

 

Petra na gomprenit ket hag ho pije c’hoant e vefe displeget deoc’h ?

“S’il y a une chose que je ne tolère pas, c’est l’intolérance !”. N’am eus ket soñj eus pelec’h e teu ar frazenn-se, met setu un dra ne gomprenan ket : penaos e c’hell tud zo, n’eus forzh pegen desket e vezont, serriñ o spered penn-da-benn.

 

 

Gant petra e vezit hegaset alies, er vuhez pemdeziek ?

Gant va urzhiataer ha gant Google pa lak an disoc’hoù pe va farametroù e galleg pa dremenan va amzer enlinenn e saozneg (ha va buhez familh e brezhoneg).

 

 

Pehini eo talvoudusañ ijinadenn Mab-den ?

Ar rod, peogwir ez eo unan eus an nebeud ijinadennoù hep gwir keñver en natur. Ha souezhus eo : pa soñjer mat ez eo ur mennozh sot penn-da-benn (evit ar “perag”, kit da welet “DirtyBiology : Les animaux à roues du futur” war Youtube).

 

 

Da beseurt goulenn ho pije c’hoant da respont “Ya !” ?

“Mont a raio ?” Aes e respont “Ya, mont a ra.” en amzer a-vremañ. Diaesoc’h e kavan en ober en amzer da zont…