Euskadi : pemp bloaz zo, Aiete

p.2 aiete

E 2012 e kroge an argerzh peoc’h e palez Aiete e Bro-Euskadi. Dindan sell Gerry Adams, Kofi Annan, Pierre Joxe, Bertie Ahern, Jonathan Powell ha pennoù bras all e lañse an abertzaleak ur bariadenn a-benn kavout un diskoulm da vrezel an ETA. Pemp bloaz zo aet e-biou, ETA he deus diskroget gant ar stourm arme met n’o deus ket diskouezet Pariz ha Madrid kement ha youl vat. Ha koulskoude e kendalc’h ar marc’hata, dre guzh…

 

 

Pemp bloaz zo, e palez Aiete e Donostia, e oa lañset an argerzh peoc’h e Bro-Euskadi. An dro-mañ e oa bet bodet tud a bep seurt evit ur guzuliadeg etrebroadel. Da heul e oa bet embannet un disklêriadur enni 5 poent, soutenet gant oberourion a bep seurt kement anezho eus bed an ekonomiezh hag ar politikerezh ha kement all eus bed ar sindikadoù hag ar sevenadur. Tri devezh àr-lerc’h e embanne ETA e tiskroge gant ar stourm arme. Ha ne oa ket dre zegouezh…

5 bloaz zo aet e-biou. Mat eo gouzout petra a chom eus disklêriadur Aiete.

Kudenn ebet ken ! 

En hañv-mañ àr Gure Irratia, ur radio en euskareg, e lavare sklaer Frédérique Espagnac, senedourez ar PS er Pireneoù Atlantel, e oa “diseblant Pariz e-keñver an afer euskarat, ha dreist-holl e-keñver dalc’h ar brizonidi”. Muioc’h evit 400 prizoniad euskarat a zo c’hoazh e toulloù-bac’h gall ha spagnolat. Dirak familhoù prizonidi, hag int mantret, e prezege ar senedourez. Hag hi da ouzhpennañ “Abaoe n’eus ket mui a stourm arme n’eus ket mui a “gudenn euskarat” evit Pariz”.

 

 

Lenn e brezhoneg, bep sizhun, a fell deoc’h ober ; Koumanantit !

http://keit-vimp-bev.info/fr/ya