Eus an advabiñ d’ar sikour
31/10 /16

Eus an advabiñ d’ar sikour

p.11 CSCH 43a..Methode active  personne ne dort

E 2008 e advabe ar familh Camus ur paotr yaouank, Viktor, a-orin eus Haiti. Nepell goude ez ae ar familh a-bezh evit Nedeleg da welet kerent ar paotr. Kendalc’het he deus ar vamm da genlabourat gant tud an enezenn.

 

 

Skolaerez eo bet Marie Camus he buhez-pad. Betek 2010 e laboure gant ar Gref evit sikour tud ar vro dre ar skoliata. Er bloavezh-se e ranke mont da bPort-au-Prince met abalamour d’ar c’hren-douar eo bet kaset d’ar Gwadloup. Eno he deus kejet gant ur seurez kozh a 70 vloaz he deus kendrec’het anezhi da vont betek norzh Haiti. Ha Marie Camus da nac’h he c’hefridi gant ar Gref, da heuliañ ar seurez, da gejañ e Cap Haitien – eil kêriadenn ar vro, war aod an norzh – gant Nicole Etienne, ensellerez an deskadurezh-stad eno ha kroget gant ul labour ramzel, stummañ skolaerien un 12 skol bennak, buheziñ ur greizenn-stummañ evit ar gelennerien.

 

Lenn e brezhoneg, bep sizhun, a fell deoc’h ober ; Koumanantit !

http://keit-vimp-bev.info/fr/ya