Daou zerbi ouzhpenn, dindan sizhun !
31/10 /16

Daou zerbi ouzhpenn, dindan sizhun !

p.5 An Oriant Naoned 15:10:16 2

D’ar Sadorn 15 a viz Here e oa c’hoariet an derbi breizhat etre An Oriant ha Naoned. Ur sizhun war-lerc’h, e tegemere ar Ganaried paotred Roazhon war dachenn ar Beaujoire.

 

10 devezh ‘zo bremañ eo bet c’hoariet 9vet devezh kampionad mell-droad al Lig 1. Da geñver an devezh-se e oa bet c’hoariet an derbi breizhat etre An Oriant ha Naoned. Un digarez eo bet ar c’hrogad evit ma tiskuilhfe skorerien An Oriant un tifo : un doare brav da zegemer Bretoned Kêr-Naoned. Lakaet o doa brasaat banniel Breizh a zo da zont betek stad ar Moustoir, hag hi dispaket gant an dud war dost un dribunell a-bezh. Dirazi, e traoñ an dribunell, ul lugan bet tennet deus ar vBro Gozh Ma Zadoù : “N’eus bro all a garan kement ‘barzh ar bed.” Setu peadra da reiñ kalon d’an daou skipailh pa erruent war an dachenn. Hag ezhomm o doa ar c’hoarierien kaout kalon rak ne dro mat-tre an traoù gant An Oriant, na gant Naoned, abaoe m’eo bet kroget ar c’houlzad.

Naoned Vs Roazhon

 

 

Lenn e brezhoneg, bep sizhun, a fell deoc’h ober ; Koumanantit !

http://keit-vimp-bev.info/fr/ya