DA v/MICHEL ONFRAY, E BEGEL AR BED

Iskis e kavi moarvat mont ouzhit dre te war-eeun : kemer a ran ar frankiz da implij ar “wikefre veuriadel”-se1 da seveniñ bemdez ar gevatalded hag ar genvreuriezh, ar resped d’an den kuit a ziforc’hioù dinatur. E-barzh ar pennad “Les deux bouts de la langue” (10/07/2010) ez poa lakaet an hu war ar yezhoù bihan, o tisteurel evel-se ar c’hoñchennoù boutin e-mesk an unanourien republikan hag an unyezhourien a glask dispenn pep yezh all estreget ar galleg e Frañs. Na pegen dipitus em boa kavet seurt skridoù vil a-berzh unan eus ar filozofourien on prest atav da zougen bri dezhañ, dreist-holl pa stourm ouzh an dister m’eo deuet ar c’heleier da vezañ er skinwel, bomoù eztaolet war ar prim hep dielfennadenn, c’hoari war ar santadoù hep kilsell… Gant ar brezegenn war “Segalen, an ekzot” en Uhelgoad an hañv-mañ e voen o c’hortoz, evel kalz keneiled, e tisoc’hfe an displegerezh poellek war ar redi da zifenn liesseurted an denelezh dre holl o kregiñ neuze gant ar yezhoù hag ar sevenadurioù lec’hel. Ha blev ! Atav ar memes dispriz. Komz a rez eus ar binvidigezh degaset eus a-bell-vro hag en em veuzez er gwashañ rakvarnadennoù skoachet e begel ar bed. N’ez in ket amañ d’ober ar gont eus da zislavarioù, lod all o deus he c’hraet dija e meur a lec’h en ur feson splann, poellek pe fromus.

Memestra, degemer mojenn Babel evel pa vije ur wirionez a gentañ renk ha gwelet al liesseurted yezhel evel ur baourentez ontologel a zo souezhus a-berzh ur filozof. Koulskoude emañ a-wel d’an holl gouiziegezhioù nevez an antropologiezh modern, ha spisoc’h-spisañ eo ar martezeadennoù a-zivout emled an Homo Sapiens adal Afrika ar Reter tro 160 mil bloaz zo. Ur yezh eeun a oa moarvat gant ar strolladoù orin, hogen gant an dizoloadennoù nevez, an ijinadennoù, ar plegennoù naturel disheñvel, an ezhomm da gontañ kurioù, mojennoù ha santadoù, en deus ranket pep stroll o vont eus e du danzen evel-se  binviji yezhel dibar ha luziet. Bez’ ez eo neuze ar c’hrouidigezh yezhel – hag ar sevenadurioù o vont da heul – ur perzh anat hag un test istorel eus ijin an Den, ur vammenn diheskus a binvidikadur ontologel. Un ijinadenn hep fin a zo eus pep yezh. Evel-se en deus ijinet ar brezhoneg an ereadurezh eilpennus reoliet gant alc’hwezioù : ar rannigoù-verb, evit gellout disteurel ar gerioù pouezusañ, pe ar santad prim, e penn-krog ar prezeg.

War ur poent all ivez ez implijez un dezenn faos : an diskompren etre pobloù deveret eus disrann ar yezhoù. N’eo ket tamm ebet al liesseurted yezhel eo a zo kaoz eus an diskompren-se met kentoc’h an unyezhegezh o kas da seizañ gwevnder ar spered. E meur a dolead eus ar bed, en Afrika pe e lec’h all, e vez komzet meur a yezh gant an dud en ur mod boutin, ar yezh implijet er marc’had, yezh an trevadenner bet, yezh ar c’horn-bro nesañ, yezh ar meuriad… Amañ ivez e tiskouez ar studiadennoù war an divyezhegezh penaos ec’h implij an empenn barregezhioù an div yezh evit deskiñ unan all, evel pa vefe ur c’hoari ha n’eo ket ur rediezh.

Pegen iskis e kavan klevet e vije komz ha difenn va yezh en em serriñ warnon va-unan ! Evidon eo ar c’hontrol-rik : ar santad a frankiz pep taol m’en em lakaan da skrivañ diwar a bep seurt tem en va yezh kentañ, er-maez eus sterniadur strizh ar galleg, a blij din ivez avat. Dreist-holl, evel ezel eus ur vinorelezh en em santan tostik-tost ouzh holl minorelezhioù ar bed. Evel-se e vourran priziañ an doare ma tro ar bed gant mignoned Mapuche, da skouer. Met na pegen skrijus e kavan gwelet lodennoù a-bezh eus an denelezh o vervel, a-wechoù ez-fizikel, dirak diseblanted ar “bed uhel”. Sell ‘ta penaos eo deuet plegenn-vuhez ar bobl Gwarani eus ar Matto Grosso do Sul da vezañ un ifern pemdeziek. Un torfed a-enep an Denelezh, ha meneg e neblec’h a gement-se morse2.

Ha bremañ e pedan ac’hanout d’en em dennañ kuit eus ar wikefre veuriadel barizianour, ken noazhus all. Frankaat a ra an den, a-dra-sur.

 

 

(1) dave da “dispositif tribal” implijet gant Onfray evit doareañ ar stourm evit ar yezhoù bihan.

(2) Titouroù e survivalfrance.org pe survival international