Ar seier bioplastik
31/10 /16

Ar seier bioplastik

p.4 Askol Seier Bio

Tra m’o deus ezhomm al lastezioù plastik bloavezhioù evit mont war zic’hradaat en endro ez eus bevplastikoù struzhel o orin a ro tro da fardañ seier pe endalc’herioù bevzispennadus* ha rotelus. Hogen evit c’hoazh e ya ar produioù-se d’ober nebeutoc’h eget 1% eus marc’had ar plastik hengounel.

 

 

Ur wallenn eo ar seier plastik evit an endro hag evit ar morioù bras peurgetken. Lazhañ a rafent bep bloaz war-dro ur milion a laboused ha kant mil baot-mor. Ar re-se a zroukkemer ar seier evit boued hag a lonk anezho. Mouget int ha mervel a reont.

Baoted, delfined, balumed, balumed boutin*, morleoned*, pilikanted, a vez mouget ivez en ul lonkañ tammoù plastik. Gouzañv a ra kalz al loened mor gant saotradur mab-den. Un danevell-skrid savet gant an Ifremer en deus renablet war-dro 700 spesad klañv gant ar wallenn-se. 75 % eus an drailhajoù war vor zo e plastik, hag int seier evit an darn vrasañ anezho.

N’eus ket pell zo ez eus bet diskouezet gant ur studiadenn e veze kavet drailhajoù plastik betek 45 miles en donder. Al lastezioù-se vo dic’hardet* a-benn 100 da… 400 vloaz, muioc’h zoken hervez o c’halite pa ne bad o implij nemet ur 20 munutenn hepken…

E 2003, e voe Coles Bay, enezenn vihan eus Tasmania, kêr gentañ er bed da verzañ ar seier plastik evit diwall ar balumed askellek* o tremen e-tal an aod. E 2011 e oa bet forbannet* o implij, ez-ofisiel gant Italia. Meur a vro o deus kemeret muzulioù berzañ : Hawaï, Sina, Afrika ar c’hreisteiz, Kenya, Bangladesh, Mali, Mauritania, Tanzania, Uganda, inizi Galapagos ha Kalifornia. Kêrioù bras eus Europa o deus lakaet en o soñj berzañ implij ar seier plastik. D’ar 1 a viz Gouere e oa bet berzet gant Frañs ar seier plastik implijet ur wech nemeti. A-benn ar 1 a viz Genver 2017 e vo rediet ar genwerzhourien da implijout seier e paper pe e bioplastik rotelus evit lakaat ar frouezh hag al legumaj, ar c’heuzioù diouzh an troc’h, ar c’hig pe c’hoazh ar pesked. Fardañ seier bevzipennadus ha rotelus a grou pinvidigezhioù hag implijoù. An embregerezh italian Novamont zo levier* war dachenn ar bevplastikoù en Europa.

 

 

Lenn e brezhoneg, bep sizhun, a fell deoc’h ober ; Koumanantit !

http://keit-vimp-bev.info/fr/ya